Minoc'h boutin
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Soricomorpha | ||||
| Kerentiad : | Soricidae | ||||
| Genad : | Sorex | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Sorex araneus Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
Ar minoc'h boutin (Sorex araneus) a zo ur bronneg bihan eus Eurazia.
[kemmañ] Doareoù pennañ
E-touez ar bronneged bihanañ emañ ar minoc'h. War-dro 5-8 cm e hirder hag etre 5 ha 15 g e bouez. Begek eo e voj. Gell-du pe du eo liv e feur war e gein hag arwenn war e gof.
Lontek eo ha debriñ a ra bemdez kement ha 80 % eus pouez e gorf. En em vagañ a ra diwar amprevaned, buzhug ha gagnoù.
An dougen a bad 25 deiz ha ganet e vez 6 pe 7 hini bihan e pep torad.
Gouest eo ar minoc'h da ezteurel ultrasonioù evit argas e enebourien. Dantañ a ra p'en em gav enket.