Minoc'h-dour
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Soricomorpha | ||||
| Kerentiad : | Soricidae | ||||
| Genad : | Neomys | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Neomys fodiens Pennant, 1771 |
|||||
|
|||||
Ar minoc'h-dour (Neomys fodiens) a zo ur bronneg bihan eus Eurazia.
[kemmañ] Doareoù pennañ
Etre 7 ha 10 cm eo hirder e gorf, hag e lost zo etre 5 hag 8 cm. E bouez zo etre 8 ha 25 g. Bihan eo e zaoulagad hag e zivskouarn. Evel ar minoc'hed all eo hir ha begek e voj. E feur (du war e gein ha gwenn war e gof) zo didreuzus d'an dour.
En em vagañ a ra ar minoc'h-dour diwar amprevaned dour, pesked bihan, raned, buzhug ha c'hwiled.
Padout a ra an dougen etre 14 ha 21 devezh hag etre 4 ha 7 minoc'h-dour bihan a vez gant pep torad. Dizonet e vezont goude 6 sizhun.