Minervina

Eus Wikipedia

Minervina a oa pried (pe serc'h, gouez da lod) d'an impalaer roman Constantinus Iañ, a zimezas dezhi e 303.

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur mab n'o doe ken, Crispus e anv.

Pa fellas da Gonstantinus kreñvaat e liammoù gant Tretrarked all an impalaeriezh e 307 e kasas Minervina kuit da zimeziñ da Fausta Flavia Maxima (289-326), merc'h d'an Augustus Maximianus, ha bugale o doe ivez.

Martezeadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez istorourien zo ne c'halle ket Minervina bezañ pried da Gonstantinus, rak da neuze e bije bet ret torriñ an dimeziñ evit dimeziñ da Fausta, un urzh skrivet a vije bet, ha n'eus anv ebet a gement-se e skridoù an amzer. Setu ma soñj da lod eta ne oant ket dimezet.

Gallout a rafe Minervina bezañ marvet a-raok 307: n'en devoa ket ezhomm un impalaer intañv da zizimeziñ neuze. Savet e voe Crispus gant e dad e Galia, ha kement-se a vefe arguzenn a-walc'h da vont a-du gant ar re a gred en un eured gant Minervina. Skoliet e voe gant Lactantius, brudetañ kelenner kristen e amzer, da vihanañ adalek 317.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Epitome de caesaribus, 41.2
  • Panegirista ignoto, Incerti panegyricus Maximiano et Constantino, 4
  • Zosimus, Historia nova, II.20.2
  • Nixon, C. E. V., e Barbara Saylor Rodgers, In Praise of Later Roman Emperors: the panegyrici Latini, 1995, University of California Press, ISBN 0520083261, p. 195.

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]