Mimar Sinan
Mimar Sinan (e turkeg otomanek: قوجه معمار سنان آغا), ganet e 1489 pe 1490 ha marvet e 1588, a oa un tisavour otoman a labouras dindan ren 3 sultan : Süleyman Iañ, Selim II ha Murat III.
Yaouankiz [kemmañ]
Mimar (a sinifi tisavour e turkeg) Sinan a voe ganet e-kichen Kayseri en ur familh kristen. Asambles gant paotred yaouank all e voe dibabet en abeg d'e varregezhioù ha kaset da oaled ar Janisered diwar urzh Selim I e 1512.
En Enderun e tiorroas e ouiziegezh war arz ar c'halvezerezh.
Daou vloaz goude e kemeras perzh e beajoù ar sultan ha studiañ evel-se ar savadurioù hag an tisavouriezh e meur a vro, eus Iran betek ar Balkanioù. E-kerzh ar beajoù-se e krogas da ziskouez e varregezh dre sevel pontoù.
Oberennoù [kemmañ]
Bevañ a reas Mimar Sinan er XVIvet kantved hag a voe ur c'hantved skedus en impalaeriezh otoman. Dre ma vevas tost 100 vloaz e labouras dindan ren tri sultan.
Renablet ez eus bet 477 savadur pe savet pe dreset gantañ. En o zouez, ouzhpenn 300 zo en Istanbul pe en trowardroioù.
Mervel a reas e 1588 ha douaret e voe e-kichen moskeenn Süleymaniye.
Mammenn [kemmañ]
üç padişahın mimarı : Mimar Sinan – Yedikıta, niv. 9, miz Mae 2009