Mikel Laboa
Mikel Laboa Mancisidor (Pasaia, 15 a viz Mezheven 1934 – Donostia, 1añ a viz Kerzu 2008[1]) a zo bet unan eus brudetañ kanerien ha saverien kanaouennoù Euskal Herria.
Lavaret e vez ez eo tad ar sonerezh euskarat rak kalzik en deus levezonet ar remziadoù sonerien ha kanerien a zo deuet war e lerc'h. Evit aroueziañ kement-se e c'heller selaou ar bladenn anvet Txerokee, Mikel Laboaren Kantak ("Cheroki : kanaouennoù Mikel Laboa"), embannet e 1991 e-lec'h ma c'heller klevout remziadoù nevez ar ganerien rock ha folk o kanañ e ganaouennoù. Hervez lennerien ar gelaouenn Diario Vasco ez eo e bladenn Bat-Hiru ("Unan-tri") gwellañ pladenn euskarat bet graet biskoazh. En euskareg e kane peurvuiañ.
Taolenn |
[kemmañ] Buhez
Ganet eo Mikel Laboa d'ar 15 a viz Mezheven, 1934 en Pasaia, Gipuzkoa.
Bet eo bet tost da zaou vloaz o chom e Lekeitio, Bizkaia, pa oa bugel. Er bloavezhioù 50 e studias ar vezegniezh hag ar bredvezegniezh e Pamplona-Iruña. Evel-se e voe kaner ha mezeg war an hevelep tro e-pad tost da ugent vloaz. Ober a rae war-dro bugale e rann neuropskiatriezh evit bugale ospital Patronato San Miguel e Donostia.
Pa oa studier e oa troet kalzik war ar sonerezh, ha plijout a rae dezhañ kanerien ha sonerien evel Atahualpa Yupanqui ha Violeta Parra. Koulz hag int e lavare bezañ un arzour politikel. Kregiñ a reas da ganañ e 1958 e Teatro Gayarre en Iruña.
Asambles gant arzourien euskarat all e krouas er bloavezhioù 1960 ur strollad kanerien ha barzhed anvet Ez Dok Amairu ("N'eus niverenn 13 ebet") hag a glaske reiñ buhez d'ar sevenadur euskarat a oa bet o kousket e-pad bloavezhioù renad Franco, ur jeneral a renas hag a waskas war ar vro gant taerded etre ar bloavezhioù '30 bet ar bloavezhioù '70. Dre ar strollad-mañ e teuas Laboa da vezañ anavezet, evel Benito Lertxundi, hag e voe lakaet o muzik da sonerezh nevez euskarat.
Lavarout a reer ez eo oberenn Laboa unan hag a gemmesk an hengoun, ar varzhoniezh hag an ijinusted en e ganaouennoù e-kerzh ar bloavezhioù '60 ha '70, oc'h enskrivañ enno e zoare d'ober hag o kanañ anezho ouzhpenn gant ur vouezh dibar, souezhus. En e oberenn e vez kavet kanaouennoù kozh adkanet en un doare modernoc'h, barzhonegoù skrivagnerien evel Bertolt Brecht, ha reoù all graet gantañ. E bladenn Lekeitioak a zo souezhus e meur a geñver, rak diazezet int war huchadennoù hag onomatopoeia, hag e-keñver se e oa kalz a-raok e goulz hag a-raok kanerien evel Bjork pe reoù all a zo anezho bremañ.
Gwellañ pladenn bet biskoazh hervez lennerien ar gelaouenn Diario Vasco eo Bat-Hiru, bet embannet e 1974. Darn eus e ganaouennoù a zo deuet da vezañ kazi hengounel e-touez ar c'hanaouennoù euskarat ha dreist-holl Txoria txori ("Un evn zo un evn"), e ganaouenn vrudetañ, hag a zo bet kanet gant Joan Baez en euskareg. Ur stumm sonet gant ul laz-seniñ bras a zo asambles gant ul laz-kanañ Orfeón Donostiarra (Donostia Choir) anvet Joven Orquesta de Euskal Herria (Euskal Herriko Gazte Orkestra pe "Laz-seniñ yaouankiz Euskadi"). Kanaouennoù brudet all a zo bet evel Gure Hitzak ("Hon c'homzoù"), Haika mutil and Baga, biga, higa (sonet asambles gant Orfeón Donostiarra ivez).
Un nerzh ijinañ a oa gant Mikel Laboa, hag kement-se e-pad 35 bloaz, ken e oa erru kozh pa n'helle ken kanañ war ul leurenn. Kenlabour a zo bet etrezañ ivez hag ur soner jazz Iñaki Salvador ivez.
Meur a hini eus e ganaouennoù gwellañ a gaver er film La pelota vasca ("Ar vell euskarat"), un diellfilm bet savet gant Julio Medem.
E abadenn diwezhañ a zo bet e Donostia d'an 11 a viz Gouere 2006 e penn-kentañ abadenn Bob Dylan da geñver ar "Sonadeg ar Peoc'h" bet dalc'het e Donostia war an aod.[2]
Niverennet e vez titloù pladennoù Laboa. Kregiñ a reas gant ar c'hustum-se pa deuas er-maez e ziv bladenn gentañ Bat-Hiru (1-3) e 1974. Ar bladenn 2, gant kanaouennoù savet diwar oberennoù Brecht a oa bet berzet gant kontrollerezh "Franco". Goude e teuas ar bladenn zoubl Lau-Bost (4-5) and 6. E bladennoù Lekeitios a oa en dastumad-se pladennoù 7 da 11, daoust ma ne voe gwerzhet dre zindan ken nemet un dastumad (kompil'). Goude e teuas er-maez an niverenn 12, an niverenn 13 o vezañ miret gant e strollad arzourien gozh Ez Dok Amairu, o talvezout kement ha "N'eus 13 ebet" en euskareg. Goude-se e voe tro an niverenn 14, ha div bladenn ez-vev 15 ha 16. E diavaez an dastumadoù "kompil" ez eus bet an niverenn 17 anvet Xoriek.
E genlabour diwezhañ a oa gant ur strollad eus Pasaia anvet Naizroxa, e-lec'h ma ne ganas ken nemet ur ganaouenn, an hini gentañ war o fladenn gentañ, "Iqharaturic."
Marvet eo Mikel Laboa d'an deiz 1añ a vis Kerzu 1, 2008 en un ospital e Donostia-San Sebastián d'an oad a 74 vloaz.
[kemmañ] Pladennoù
- Lau herri kanta, 1964
- Ursuako Kantak, 1966
- Bertold Brecht, 1969
- Haika Mutil, 1969
- Euskal Kanta Berria, 1972
- Bat-Hiru, 1974
- Lau-bost, 1980
- 6 (Sei), 1985
- Lekeitioak, 1988
- 12 (Hamabi), 1989
- 14 (Hamalau), 1994
- Mikel Laboa Zuzenean, 1997
- Zuzenean II - Gernika, 2000
- 60ak+2, 2003
- Xoriek - 17, 2005
[kemmañ] Txoria Txori
Hegoak ebaki banizkio
Neria izango zen
Ez zuen aldegingo
Bainan honela
Ez zen gehiago txoria izango
Eta nik, txoria nuen maite
En ur lemel kuit e zivaskell c'hell
E vije bet sur din-me
Ne vije ket aet gwall bell,
Nemet evel-se
Ne vije ket bet da vat un evn ken
'Vidon-me, eo an evn a garen.
(tr. IK/GK, n'eo ket troet ger-evit-ger.)
Ur varzhoneg war ar garantez eo, bet savet gant ar barzh Joxean Artze. Diskleriañ a ra hemañ e oa 24 pe 25 bloaz pa savas ar gwerzennoù-mañ. "Alies, emezañ, e kaver temm an evned en hon c'hanaouennoù kozh. Soñjet em boa neuze e c'hallen liammañ skeudenn an evn ouzh hini ar frankiz. Amañ e kaver ur gudenn, hini frankiz un den hon eus c'hoant da berc'hennañ. Dre unan-a-zaou, pe e vac'hit anezhañ/anezhi evel un evn en e gaoued, pe e garit evel m'emañ, ha ma fellfe dezhañ pe dezhi ho tilezel, leuskit eñ pe hi da vont a-raok"... Ganet eo bet hemañ e 1933, ha gouestlet en deus e vuhez d'ar sonerezh ha d'ar varzhoniezh e-barzh ar strollad Ez dok amairu asambles gant Mikel Laboa ha Maite Idirin. Unan eus brudetañ barzhed an euskareg eo. Eñ eo a savas komzoù Txoria txori (Hegoak).
Diouzh e du, en deus diskleriet Mikel Laboa penaos en deus desket ar c'homzoù-se. "Un abardaez bennak e 1968, e oan aet da zebriñ d'un ti-debriñ e Donostia. Daoust d'ar gwerzennoù-se bezañ diembann c'hoazh, e oant bet moullet war ar serviedennoù. Un oberenn a stourm e oa a-enep da lezennoù Franco hag a verze ober gant an euskareg. Plijet e oant bet din diouzhtu, ha pa 'z on erruet er gêr em eus savet ar sonerezh. N'on ket bet pell o sevel an ton. » Ret eo gouzout ivez, e oa bet difennet gwerzhañ e bladennoù gant kontrollerezh Franco. Neuze e c'heller astenn ster temm ar frankiz en Txoria txori eus den d'ar vro evel m’en deus graet ar stourmer enep-frankoour ivez.
[kemmañ] Notennoù
- ↑ Muere a los 74 años Mikel Laboa, recuperador de la tradición musical vasca El País, retrieved 2008-12-12 (es)
- ↑ Mikel Laboa: Basque singer central to his culture's revival The Guardian, 9 December 2009, retrieved on 2009-12-09
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Mikel Laboa en Auñamendi Encyclopaedia (www.euskomedia.org)
- Atersadenn e www.euskonews.com
- Atersadenn e Berria
- [1]. Kanaouenn "Txoria txori".
- [2]. E ganaouenn vrudet met en dro-mañ gant laz-seniñ ha laz-kanañ Orfeon Donostiara.
- [3]. Ul liamm davet film "La pelota vasca" gant Julio Medem.