Michelle de Valois

Eus Wikipedia
Michelle de Valois

Michelle de Valois, ganet d'an 11 pe 12 a viz Genver 1395 ha marvet en 1422, a oa ur briñsez c'hall, merc'h d'ar roue gall Charlez VI ha d'e bried Isabeau de Bavière.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet e voe diwar-lerc'h an arc'hael Mikael abalamour d'ur veaj graet gant he zad da Menez Mikael ar Mor, e 1393, p'en devoa kavet e oa gwellaet d'e yec'hed. En 1409 e timezas Michelle d'an dug Fulup III Bourgogn. Ur verc'h o doe, Agnès de Bourgogne. Mervel a reas Michelle de Valois e 1422, da 27 vloaz.


Goude he marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Addimeziñ a reas an dug Fulup da Izabel Portugal, a voe mamm da Charlez an Her.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Charles VI la folie du roi, gant Françoise Autrand.