Michelle de Saubonne

Eus Wikipedia
Guillaume Budé
Poltred gant Jean Clouet (1536).

Michelle du Fresne, pe Michelle de Saubonne (XVvet-XVIvet kantved), a oa sekretourez Anna Vreizh. Lesanvet e oa bet femina cordatissima gant Guillaume Budé.

Merc'h e oa da Denis de Saubonne, aotrou Fresnes-Coudray. Kambrelanez e lez Bro-C'hall e oa, ha lennegez protestant. Hi an hini a reas d'ar rouanez anavezout Jean des Marets, tad ar barzh gallek Clément Marot. Unan eus harperien feal Bernard Palissy e oa ivez.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mignonez da Anna Vreizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anna Vreizh

E 1503 edo e lez ar roue Loeiz XII, hervez testeni un akta ma'z eus anv eus marc'hadourezh kaset da Mademoiselle Michelle de Saubonne da gas goude da Rouanez Hungaria[1]...

E 1505 e voe dibabet da zimezell a enor gant ar Rouanez Anna Vreizh. Karget e oa d'ober war-dro dilhad, gwalinier, bravigoù ar rouanez ; buan e teuas da vout he sekretourez, war hanter gant Hélène de Laval. Aozañ a reas evit Anna kenstrivadegoù helavarded galanterezh.

War-dro 1506 e kinnigas kemer Jean Marot da servij ar rouanez, dre ma plije dezhi e varzhonegoù. E vab Clément Marot a zalc'has soñj e voe unan eus ar re gentañ o tegemer e dad, mon père vivant, quand à la Cour du Roy fut arrivant.

Michelle de Saubonne a gare ar varzhoniezh evel ar rouanez, mar kreder Marot :[2]

Aimant littérature, Savoir exquis, vertus qui le ciel percent, Arts libéraux & ceux qui s'y exercent,

Hi ivez an hini he devoa kinniget d'ar Rouanez Anna an istorour ha barzh Jean Le Maire de Belges.

Trederannourez Renée de France[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renée de France

E 1507 e timezas da Jean IV de Parthenay, aotrou Parc de Soubise ; e eil pried e oa Michelle de Saubonne. Mervel a reas an aotrou pemp bloaz goude, ha hi dougerez, ha teir merc'h dezhi. Ur mab dalif he doe, Jean V de Parthenay-L'Archevêque, aotrou de Soubise, ganet e 1512 ha tad da Catherine de Parthenay.

War-dro 1510 e teuas da vout gouarnerez Renée Bro-C'hall, merc'h da Loeiz XII ha da Anna Vreizh, hag he skoliata a reas. Anna a felle dezhi e vije evel ur vamm d'he merc'hig (Catherine de Parthenay)[3]

En tabutoù a veze el lez e veze a-du Michelle de Saubonne gant Anna ha gant Breizh a-enep Louise de Savoie, mamm da Frañsez, a glaskas tennañ he hêrezh digant Renée goude marv he mamm.

E 1515 e voe pellaet diouzh Pariz gant Frañsez Iañ, mab Louise de Savoie, dre ma save a-enep stagañ Breizh ouzh Bro-C'hall... hag ouzhpenn e oa tomm ouzh ar brotestantiezh[4].

Intañvez gant bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Neuze en em dennas gant he zeir merc'h hag he mab, Jean en he zi e Parc-Soubise, m'o desavas, hag e reas deskiñ dezho gregach ha latin. Skrivañ a reas Budé he devoa anaoudegezh eus ar gwir relijion a gelennas d'he holl vugale[5].

E lez Ferrara[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ercole II d'Este.

E 1528 e timezas Renée Bro-C'hall da Ercole II d'Este. Neuze e lakaas Michelle de Saubonne da zistreiñ d'al lez c'hall. Goude ez ejont o-div da Italia, da lez Ferrara. Michelle ac'h eas gant div eus he merc'hed, hag Anne a oa unan anezho, ha gant he mab. Dont a reas Clément Marot d'o c'haout goude.

Pa erruas Jean Calvin e lez Ferrara, e tivizas he merc'h hag he mab-kaer dilezel an Iliz katolik.

E 1536 edo an dug d'Este o klask tostaat da Garl V, ha pa varvas e dad, Alfonso d'Este, e fellas dezhañ kas kuit Michelle de Saubonne eus Ferrara rak ne c'houzañve ket klevout anezhi o tamall dezhañ pegen vil e rae d'e wreg[6]

Renée Bro-C'hall, pe d'Este diwar neuze, a glemmas abalamour da se ouzh he breur-kaer Frañsez Iañ hag ouzh ar pab Paol III. Perzh a gemeras ar c'hardinal du Bellay en tabut. Un drovezh ma oa aet Ercole da Roma da-gaout ar pab e klaskas Madame de Saubonne aozañ ur vodadeg gant harperien ar gostezenn c'hall, evit kont Frañsez Iañ. Aon en doe Ercole pa glevas, distreiñ a reas kenkent da Ferrara, ha kas an itron kuit.

Gwerzennoù a skrivas Clément Marot[7] ma kemenn kimiad Madame de Soubise, pa guitaas Ferrara :

Clément Marot

Le clair soleil sur les champs puisse luyre
Dame prudente et te vueille conduire
Jusques au pied de ta noble maison
Il est certain que plus tost oraison
Pour ta demeure à Dieu je vouldrois faire
Mais puis que luy et le temps et l affaire
Veulent tous trois que ta bonté desplace
Montz et torrens te puissent faire place
Dieu tout au long de ton allee entiere

Ha pa zistroas da vro-C'hall :

Viens le temps doux. Retire-toi la bise ! Ne fache point Madame de Soubise !

Distro da Saintonge[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bernard Palissy
François Viète.

Goude distro da Saintonge e stagas da sikour skignañ ar brotestantiezh er vro, gant he merc'h hag he deuñv, an aotrou Pons, hag he mab.

Un toullad deizioù goude marv he merc'h Anne e varvas Madame de Saubonne ivez. Erbediñ a reas d'he ziegezh an arzour yaouank Bernard Palissy[8](1549)[9]. Mervel a reas en protestantez, ar relijion a veze kelennet en he douaroù, ha gwarezet e oa ar "vinistred" protestant gant embannoù ar roue d'ar poent-se c'hoazh. Neuze e teuas da wir diougan Marot :

Et nous en bief, saurons, de ton absence,
de quoi servait par deça ta présence.

Anavezet eo he buhez dre skridoù ar matematikour François Viète, a voe sekretour he mab e-pad ur pennad, er park Mouchamps.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Catalogue général des manuscrits des bibliothèques publiques [1].
  2. Clément Marot : œuvre complète
  3. Geneviève-Morgane Tanguy : Les jardins secrets d'Anne de Bretagne
  4. Les Commentaires de la langue grecque de Guillaume Budé
  5. Mémoire généalogique, savet gant Catherine de Parthenay, 16 pajennad in-folio. Dastumad Benjamin Fillon.
  6. Marie-Karine Schaub, Isabelle Poutrin Femmes & pouvoir politique.
  7. Clément Marot, [2] Œuvres complètes.
  8. Louis Audiat, Bernard Palissy
  9. Revue des deux mondes (1879)