Mibinell lost gwalennek

Eus Wikipedia
Mibinell lost gwalennek


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Eupleridae
Iskerentiad : Galidiinae
Genad : Galidia
Anv skiantel
Galidia elegans
Saint-Hilaire, 1837
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar vibinell lost gwalennek (Galidia elegans) zo ur bronneg kigdebrer bihan eus kerentiad an Eupleridae a vev e koadegoù gleb Madagaskar hepken.

Un aneval bihan eo. Muzuliañ a ra etre 32 ha 38 cm ha pouezañ a ra etre 700 ha 900 g. Hir ha moan eo he c'horf ha ront eo he fenn gant ur fri begek. Ruz teñval eo he blevenn ha du he favioù. Blevek eo he lost gant gwalennoù du ha gwenn.

Gwevn-tre eo hag ampart eo da bignat er gwez. Diouzh an deiz e vez oberiant dreist-holl.

Debriñ a ra bronneged bihan, divellkeineged, pesked ha vioù dreist-holl met gallout a ra en em vagañ diwar amprevaned ha frouezh ivez.

En arvar emañ en abeg da zistrujadur ar c'hoadegoù lec'h ma vev.

Ar spesad nemetañ eo er genad Galidia.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar vibinell lost gwalennek war Animal Diversisty Web