Meurzh ha Gwener (Veronese)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Meurzh ha Gwener
Paolo Veronese 012.jpg
Paolo Veronese, war-dro 1580
eoullivadur war lien
163 × 125 cm
National Gallery of Scotland, Dinedin

Meurzh gant Gwener, pe Marte che spoglia Venere con amorino e cane en italianeg, zo un eoullivadur war lien 163 cm x 125 graet e 1580 gant al livour italian Paolo Veronese. War ziskouez emañ en National Gallery of Scotland en Dinedin.

Gwelout a reer an doue Meurzh o tiwiskañ an doueez Gwener a zo azezet war e varlenn. Lavaret ez eus bet e oa bet livet Gwener en he noazh da gentañ, ha gwisket goude, bete-gouzout e sachfe fulor an Iliz. E-harz treid an daou amourouz e weler un amourig hag ur c'hi.