Metaplasmenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen metaplasmenn (diwar ar henc'hresianeg: meta "dresit-; ad-" + plassein "stummañ"; saoz: metaplasm) evit komz eus ur c'hemm reizhskrivañ, da lâret eo an doare ma vez skrivet ur ger da heul kemmoù distagadur.

Degouezhout a ra a-hed an amzer tra ma'c'h a ur yezh oc'h en em diorren hag implijet e vez ivez a-wezhoù evit sevel barzhoniezh.

Meur a doare metaplasmenn ez eus hervez ar c'hemmoù resis:

Pa vez ouzhpennet sonennoù:
Protezenn;
Epentezenn;
Paragoge
Pa vez argaset sonennoù:
Troc'hadur;
Koazhadur;
Apokoptenn;
Sinkopenn
Pa vez eilpennet lizherennoù pe sonennoù:
Metatezenn
Elfennoù all:
Sinairezenn;
Strizhadur

Implijet e vez ivez an termen metaplasmenn evit komz eus ar fed ma c'hell kemmañ jener un anv-kadarn er yezhoù romanek a-hed ar wezh, da skouer:

latin pōns (gourel) > galizeg a ponte (benel)