Mestr stern-aoter Ortenberg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Stern-aoter iliz Ortenberg (munud).

Mestr stern-aoter Ortenberg a oa ul livour alaman a labouras e Mainz e-pad tregont bloavezh kentañ ar XVvet kantved.

Levezon Robert Campin a weler en e oberennoù. Dont a ra e anv eus ur stern-aoter bet livet etre 1410 ha 1420 hag a voe lakaet en iliz Ortenberg. War ziskouez emañ hiziv an deiz e Hessisches Landesmuseum e Darmstadt.