Mestr Castelsardo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Mestr Castelsardo a oa ul livour italian a labouras e Sardinia e dibenn ar XVvet kantved hag e penn-kentañ ar XVIvet kantved. Dont a ra e anv eus ul livadur ma weler ar Werc'hez hag ar mabig Jezuz, hag a zo hiziv an deiz en iliz-veur Castelsardo. Levezonet e voe gant arz Katalonia. Hervez lod e vije bet Gioacchino Cavaro, met ne sav ket a-du an holl arbennigourien.