Merk lateral

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Merkoù lateral)
Reizhiad A (Porzh-Lae)

Ur merk lateral, da lavaret eo kostez, zo ur merk mor a servij d’ar voraerien da c’houzout pelec’h emañ kostezioù ur ganol-vor.
Pep merk a ziskouez ledander an hent-mor dre e vevenniñ war bep tu. War ar reizhiad babourzh/stribourzh, da lavaret eo tu kleiz/tu dehoù eo diazezet tu ar merkoù.
A-benn d’ar red eo graet ar balizadur : en ur stêr ez a neuze eus ar mor etrezek ar vammenn, hag eus ar mor etrezek antre ar porzh.
Ret eo neuze d'ul lestr a ya eus ar mor etrezek ur porzh uheloc’h er stêr lezel ar merkoù stribourzh war e du dehoù hag ar merkoù babourzh war e du kleiz, hag ar c’hontrol pa ziskenn gant ar stêr evit mont etrezek ar mor bras.
Livet eo ar merkoù-se : lod zo gwer ha lod zo ruz.

Ar reizhiadoù lateral[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div reizhiad zo er bed :

Ar reizhiad A :

  • livet ha goulaouet e ruz eo ar merkoù babourzh ;
  • livet ha goulaouet e gwer eo ar merkoù stribourzh.

(Babourzh) (kleiz) (Ruz) _____________________________________ (Stribourzh) (dehoù) (Gwer)


Ar c'hontrol eo er reizhiad B.

En div reizhiad :

  • ar merkoù babourzh o deus pennoù plat, pe a-hend-all ez eo karrezek o c'horf ;
  • ar merkoù stribourzh o deus pennoù pikernek, pe a-hend-all ez eo tric’hornek o c'horf.

Evit ar re na zigemmont ket mat al livioù ruz ha gwer eo bet graet ar stummoù disheñvel-se .

An adkanolioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-wechoù e c'hall bezañ div ganol, an hini bennañ (alies an hini aesañ pe an hini zonañ, implijet gant al listri brasañ), hag un eil kanol (evit al listri bihanoc'h, bigi plijadur da skouer). En degouezh-se ez eus merkoù disheñvel un tamm (ruz ha gwer).

  • Ar ganol bennañ zo diskouezet gant al livioù e penn krec'h ar merk


  • An adkanol zo merket gant al livioù e-kreiz.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]