Merienaer meur
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Dreisturzhiad : | Xenarthra | ||||
| Urzhiad : | Pilosa | ||||
| Kerentiad : | Myrmecophagidae | ||||
| Genad : | Myrmecophaga | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Myrmecophaga tridactyla Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
Ar merienaer meur (Myrmecophaga tridactyla) zo ur bronneg amprevanetaer a vev e Kreiz ha Suamerika.
[kemmañ] Doareoù pennañ
Etre 1 ha 2 m eo hirder e gorf, gant ul lost war-dro 80 cm. Etre 20 ha 40 kg eo e bouez. Bihan eo e fas, e zaoulagad hag e zivskouarn. Stumm un duellenn zo gant e voj hir.
War-dro 25 km² eo e diriad. Kousket a ra war an douar, en un toull pe dindan brousgwez, e benn hag e gorf goloet gant e lost.
Distrujañ a ra ar c'hrugelloù merien pe merien-gwenn gant skilfoù e bavioù a-raok ha dastum e breizhoù gant e deod 60 cm. Goloet eo e deod gant drein bihan ha halv pegus.