Mereng

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Muffin mereng sitroñs
Mereng gall
Mereng suis

Mereng ( /'me:ræŋ/) , pe meringue (/məˈræŋ/), an anv gallek, zo lipouzerezh graet gant gwennoù vioù foetet ha mesket gant sukr. A bep seurt merengoù zo, met dre vras e weler tri seurt anezhe, goude ma ne vezont ket atav gwall zisheñvel : ar re suis, ar re italian, ar re c'hall.

Foetañ gwennoù vioù

Orin ar ger[kemmañ]

Kentañ meneg eus ar ger « meringue » a oa en 1692 en ul levr keginañ gallek, gant François Massialot. Hervez Alain Rey (Dictionnaire historique de la langue française, 1992) e vije meur a vartezeadenn diwar-benn an orin:

  • eus ar ger polonek murzynka, «morianez», a vije bet roet d'ur « mereng chokolad »,
  • eus ar ger alamanek Meringel, met Meringel eo a zeu eus Meringue,
  • eus ar ger latin meringa, adstumm da merenda, « pred an abardaez», a vije tremenet dre an nederlandeg, nemet distaolet e tleje bezañ ar vartezeadenn-se dre ma n'eus roud ebet « meringue » e pikardeg;
  • Kinniget eo bet ivez anv Meiringen, ur gêriadenn e Suis, war lez an Aar nepell diouzh lenn Brienz, ma vije bet Gasparini, kouignaouer suis, o labourat en XVIIIvet kantved.

Met n'eus netra sur.

Ober[kemmañ]

Ar mereng a vez graet oc'h implij perzhioù ar gwenn vi hag ar sukr.

  • Ar mereng suis a vez graet o lakaat ar gwennoù vioù da c'hoiñ gant ar sukr war ur bain-marie.
  • Ar mereng italian a vez graet gant sukr poazh; an hini diaesañ d'ober eo.
  • Ar mereng gall a vez graet o lakaat 100 gramad sukr ouzhpenn dre bep gwenn vi.

Goude-se e vez lakaet er forn (80 °C) evit kaout mereng gwenn. Ma vez tomm-gor ar forn (ouzhpenn 100 °C) e teu ar sukr da vout gwenn-louet, pe damrous.

Tartezenn sitroñs merenget