Menez Montserrat
Menez Monserrat zo un tolzad menezioù e Katalonia, un 60 km bennak eus Barcelona. Rannet eo etre komarkoù Bages, Anoia ha Baix Llobregat.
Brudet eo ar manati, manati Montserrat, ha Santa Maria de Montserrat, ar Werc'hez enoret ennañ, Gwerc'hez Monserrat, diwallerez Katalonia. Un arouez broadel eo ar menez.
Hervez ar vojenn eo eno emañ Grall santel marc'hegeien an Daol Grenn.
Taolenn |
Gerdarzh[kemmañ]
Talvezout a ra an anv kement ha menez evel ur "serra", da lavarout eo menez dantek. Dont a ra eus stumm ar reier, gwelet a bell.
Kern ar menez[kemmañ]
Sant Jeroni (Sant Jerom) eo anv kern ar menez. Di ez eer dre wenodennoù 1,236 m a uhelder dezhañ.
Pennadoù kar[kemmañ]
Sterioù all zo d'ar ger: kit da welout ar pennad Montserrat.
Anv-badez[kemmañ]
Roet e vez an anv Montserrat evel anv-badez, ha graet e vez Mont, Montse, Muntsa, Serrat pe Rat, eus an dud.
Enezenn[kemmañ]
Enez Montserrat, er Mor Karib, a zo bet anvet diwar anv ar menez, en eñvor d'ar Werc'hez ac'haleno.