Menez McKinley

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Menez McKinley

Menez McKinley (Mount McKinley e saozneg, Denali e koyukoneg) en Alaska, eo ar menez uhelañ en Amerika an Norzh, gant 6 194 metr uhelder. Abaoe 1975 eo «Denali» — an anv a vez graet gantañ gant tud ar vro — an anv a zo bet dibabet gant Alaska ent-ofisiel, met hervez an United States Board on Geographic Names ez eo Mount McKinley bepred, diwar an anv roet e dibenn an XIXvet kantved (1897), abalamour ma nac'h stad Ohio, ma oa genidik William McKinley a voe kemeret e anv evit envel ar menez, e vefe distroet war an anv-se.