Menai
Ar Menai, pe Afon Menai e kembraeg, eo anv ar ganol-vor, 23 km hed ha nebeut a zonder dezhi, a zo etre Enez Mon ( pe Anglesey e saozneg) ha Kembre e gwalarn ar vro. E kembraeg e vez graet ur stêr anezhi pa vez lavaret Afon Menai, da lavarout eo "Stêr Menai". E saozneg e vez lavaret Menai Straits, ha lakaet eo da strizh-mor.
Taolenn |
Pontoù[kemmañ]
Daou bont a zo da dreuziñ ar Menai, dirak Bangor:
- hini an hent-bras (hent meur A5) war ur pont-orjal graet en houarn, an hini kentañ a zo bet, savet gant Thomas Telford ha digoret e 1826
- Britannia Bridge savet e 1850 gant Robert Stephenson evit an hent-houarn. Koulskoude ne chom mui nemet ar pileroù pa oa bet devet an div varlenn e 1970, ar re-se erlec'hiet gant ur varlenn dir.
Douaroniezh[kemmañ]
Un 3 km a ledander, pe nebeutoc'h, zo d'ar ganol, nemet e-tal an daou bont ma'z eo kalz strishoc'h, 200 m hepken. Kasennoù kreñv a vez degaset gant al lanv en daou benn d'ar vrec'h-vor ken eo dañjerus evit bagoù'zo, dreist-holl etre an daou bont abalamour d'ar c'harregennoù m'eo kaset ar bigi warno diwar an troennoù.
Tre er Mervent emañ Fort Belan, ur chreñvlec'h savet e diwezh an XVIIIvet kantved da vare Brezel Dizalc'hidigezh ar Stadoù-Unanet. Er Biz emañ Caernarfon kostez an douar-bras, ur c'hastell-kreñv uhel ha ledan war ribl ar mor.
A-hed ar Menai[kemmañ]
Sede al lec'hioù pennañ war lez ar Menai:
- Beaumaris
- Bangor
- Caernarfon
- Dwyran
- Y Felinheli, anvet Port Dinorwic e saozneg
En hanternoz d'ar Menai, en Enez Mon, emañ kêriadenn Llanfairpwllgwyngyllgogerychwyrndrobwllllantysiliogogogoch.
Liammoù[kemmañ]
Skeudennoù[kemmañ]
-
Fenai.gif
Koumoul war Eryri ha menezioù Penmaenmawr
-
Fenai2.gif
Eglwys Dysilio, e-kichen Pont y Borth
-
Moch.gif
Ynys y Moch - hanter hent etre Môn hag Arfon
-
Gwechall e veze tapet pesked da vare an tre gant trapoù-pesked evel hemañ.
