Melpomene

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn roman eus Melpomene

Melpomene (henc'hresianeg: Μελπομένη / Melpoménê, eus ar verb μέλπειν / mélpein, « kanañ »), eo anv muzenn ar c'han, hag ar c'henson, ha hini an drajedienn war un dro gant Dionysos.

N'eo ket ur farserez: parfed ha meurdezus eo he doare, gwisket kaer: ur vazh-roue zo ganti ha kurunennoù en un dorn, ur gontell wadek en dorn all, a-wechoù bazh-emgann Herakles a blije kement d'ar c'hoariva.