Mellad (c'hoari)

Eus Wikipedia
Ar vellad e Normandi e 1852.

Ur pennad disheñvelout mellad zo ivez.
Ar vellad, pe c'hoari ar vell, a zo ur c’hoari pobl kozh, hendad ar vell-droad hag ar rugbi. Levezonet (pe liammet) eo ar sport-mañ gant meur a sport e broioù (pe mareoù) all: bro Iwerzhon (mell-droad ouezelek), an horell kanadian, ar vell-droad amerikan

Ur film zo bet graet war ar vellad anvet La Soule gant Michel Sibra e 1989.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1147: roud skrivet kentañ (soule, choule…) eus ar vellad e Bro-C’hall. Lavaret eo e vez daou skipailh oc’h en em enebiñ an eil a-enep egile. Reolennoù strizh a-walc’h a oa, ar feulster ne oa ket aotreet (ar c’hontrol e vez kredet alies gant an dud).
  • Klevet ‘vez komz eus “la çoule” e-barzh Le Roman de Renart, 12vet kantved.
  • E-barzh buhez ar sant Thomaz Becket skrivet gant William Fitzstephen (Bro-Saoz) e vez meneget ur c’hoari/sport gant ur vell e Bro-C’hall.
  • 1440 : Raoul, eskob Landreger a zifenn groñs ouzh ar Gatoliked da c'hoari mellad.
  • Brudet e oa e-pad an azginivelezh, met war ziskar ez eas da c’houde.
  • Roudoù e-leizh a gaver en 19vet kantved: poltriji, engravadurioù… C'hoariet e veze dreist-holl e-kerzh ar gouelioù, euredoù… daoust ma oa difennet en amzer-se.

Dre guzh e vo c’hoariet betek an eil brezel bed dreist-holl e Bro Normandi, Pikardi ha Breizh.
E bro Firenze en Italia e vez embreget ur sport dre skipailh c’hoazh hiziv an deiz, Calcio fiorentino, a zo diskennad an haspartum roman (hag a vefe gourdad ar vellad ivez).

E Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ gwech ma veneger ar Vellad e dielloù Breizh eo evit difenn groñs da c'hoari. Raoul eskob Landreger a zesk deomp e vez c'hoariet Mellad e Breizh dibaoe pell 'zo hag evitañ eo ur c'hoari sius ha dañjerus. Eskumuniget e vo neb a glasko mellat.

Pelloc'h e kaver menneg eus ar c'hoari er Mister Santez Barba : "Gwell eo deomp fresk diwiskañ, da vellat ha da ebatañ Evit en em dommañ da vat"[1]

Kaoz vez eus c'hoari ar Vell e kement geriadur brezhoneg 'zo. Chomet eo bev mat betek penn kentañ an ugentved kantved daoust da enebiezh ar stad pe ar veleien[2].

Bez e oa eus ar Vellad e Breizh. Unan eus ar melladoù diwezhañ oa Mellad Kergohann e-kichen Langedig etre An Oriant ha Gwened. J.-P. Le Bihan ha S. Moëlo o deus skrivet ul levr bet embannet gant Dastum : Kergohann hag ar Vellad diwar e benn[3]. Kontañ a ra al levr fest Kergohann hag a zigore koulz ar pardonioù. Echuet e veze an devezh gant ar vellad (adlañset e oa bet ar vellad e Kergohann e 1968). Ar reolennoù oa mod-se : un tredeog a skoe ar vellad er vann (ur vellig graet gant brenn-heskenn ha lêr, ment un dorn ganti) hag an daou skipailh a rede a-drek, ar gwir a oa ganto da skeiñ an eil re gant ar re all met an tredeog a oa ar gwir gantañ skarzhañ ur c’hoarier a oa re feuls hervezañ. Ar pal a oa lakaat ar vellad e ludu ur siminal e n’eus forzh peseurt ti. An ti oa ret dezhañ bezañ da nebeutañ daou gilometr eus al lec’h kregiñ. Ar skipailhoù a gemere perzh o devoa ur prof pep hini e fin ar c'hrogad. Ar skipailh az ae ar maout gantañ a c'houneze ur pemoc’h, an eil ur yar indez hag ar re all a c'houneze ur sison.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Léon Gougaud, La soule en Bretagne, in Annales de Bretagne et des pays de l'Ouest Année 1911 27-4 pp. 571-604
  • La Dépêche de Brest, Rugby breton 1830, 8/02/1939.
  • Marcel Floc'h, Fañch Peru, C'hoarioù Breizh, jeux traditionnels bretons,  Lire en ligne sur le site de l'ICBE
  • Mêlée générale, de la soule au folk-football, Laurent Sébastien Fournier, PUR, 2013
  • Laurent Sébastien Fournier, Le jeu de soule en France aujourd'hui : un revivalisme sans patrimonialisation, Cair.info, lire en ligne

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Guell eu deompny frisq diuiscaff Da mellat ha da ebataff Evit hon em tommaff a mat" Le mystère de Sainte Barbe, 1557. Mouladur Emile Ernault, P.87 Lenn en linenn
  2. Ene ar meller a zo en e c’hoari. An hanter eus ar sul e tremeno war dachenn ar c’hoari, an hanter all oc’h en em gempenn da vont di hag un hanter all eus an noz war lerc’h en ostaleri oc’h evañ glaourenn. Petra eo ur sulvezh tremenet evel-se ? Un dervezh miret gant Doue evitañ e-unan ha laeret digantañ. Yann-Vari Perrot, Mell ha Football, in Feiz ha Breiz, N°12 Kerzu 1928, p.440-444
  3. Yvon Kervinio photographe