Mell-droad ouezelek

Eus Wikipedia
Tyrone (e gwenn) enep Kerry (e gwer) e Croke Park, sportva Dublin en Iwerzhon
Tachenn ar vell-droad ouezelek gant he linennoù hag he falioù

Ar vell-droad ouezelek (Peil, Peil Ghaelach pe zoken Caid en iwerzhoneg a zo ur sport a-stroll a vez c'hoariet gant ur vell rond ispisial war un dachenn c'heot etre daou skipailhad 15 c'hoarier (mui eilc'hoarierien).

Ar sport poblekañ an hini eo en Iwerzhon hag e renet gant ar GAA (Kevredigezh Athletek Gouezelek) kevredigezh vrasañ Iwerzhon gant e niver a c'hoarierien hag a ren ivez 3 sport all, en o zouez an hurling a vez c'hoariet war ar memes tachenn.

Dont a ra ar sport-se eus ur seurt mell-droad kozh anvet Caid a veze c'hoariet en Iwerzhon adalek 1537. Nevezaet eo bet ar reolennoù e 1887 hag int chomet heñvel dibae.

Krogad gourfenn kampionad etre kontelezhioù (All-Ireland Senior Football Championship) eo ar mare dedennusañ e-keñver ar sport evit ul lodenn vras a iwerzhoniz.

Pal ha reolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pal ur c'hrogad a zo merkañ ar muiañ a boentoù.

An dachenn a zo ur skouegorneg hag en daou du ez eus ur pal gant peulioù e stumm un H. Seblant a ra evit-se bezañ ur meskaj etre peulioù ar rugbi ha palioù ar mell-droad. Daou zoare a zo evit merkañ poentoù, skeiñ ar vell gant un taol troad pe gant an dorn. Merket e vez 1 poent pa tremen ar vell a-us d'ar pal etre an daou beul ha 3 foent pa ya er bal.

Ar reolennoù simpl a-walc'h a sikour ar skipailh a ya d'an argad. N'eus nemet c'hoarierien a youl-vat hag ur c'hoarier en Iwerzhon ne c'hell c'hoari nemet en ur skipailh en e vuhez. Dre ret eo skipailh e gontelezh orin.

Skipailhoù e Breizh hag e Frañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dindan levezon Iwerzhoniz ez eus bet krouet un nebeud skipailhoù e Bro-C'hall (Pariz ha kêrioù bras all) hag e Breizh. 10 skipailh zo e Breizh e 2013 ha 9 er peurrest eus Frañs.

E 2013 ez eus ur gevredigezh a ra war dro aozadur ur c'hampionnad e Breizh Kevre Breizhat mell-droad ouezelek.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) (en) Ul lodenn eus ar pennad-mañ zo troet diwar ar pennad anvet "Gaelic football" er wikipedia e saozneg ha galleg.


Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

https://web.archive.org/web/20100114052037/http://liguebretonne.footballgaelique.com/