Mell-droad merc'hed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Melldroaderezed.

Ar vell-droad merc'hed a heuilh dik ar memes reolennoù hag ar vell-droad c'hoariet gant paotred. Met hiziv an deiz n'he deus ket c'hoazh ar memes brud hag ar vell-droad evit ar baotred.

Istor[kemmañ]

Traffic cone.png
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Eus an orinoù betek bloavezhioù 60.[kemmañ]

Ar merc'hed a c'hoari mell-droad abaoe fin an XIXvet kantved e Bro-Saoz hag e Bro-Skos. D'an 23 a viz Meurzh 1895, dindan ar c'hammel Nettie Honeyball e voe aozet ur match bamus(Londrez hanternoz a-enep Londrez Su)e Crouch End.Londrez Re ar Su a c'houn 7-0(pe 7-1 henvez tud all).

An 30 a viz Gwengolo 1917 e grog ar c'hentan match mell-droad gwregel e bro Frans. Ar match-se a ziskouez div skipailh eus Femina Sport(ur c'hlub mell-droad gwregel savet e Pariz e 1912).Kluboù eus Pariz a aoz ar c'hentan c'hampionad diouzhtù goude ar c'hentan brezel-bed.Ar gevezerezh-se a laosk kluboù eus ar Provins dont e -barzh abaoe bloavezhioù 1920-21.Ar c'hounidoù a zo pouezus-tre.

Ar c'hentan match etrebroadel a eneb ur skipailh saozneg eus Preston(an Dick-Kerr's Ladies )hag ur skipailh krouet gant ar c'hoarierezed wellan eus Bro-C'hall a zegouezh an 29 a viz Ebrel 1920.Ar match-se a vod meur a 25000 sellerien e Manchester.Bro C'hall a c'houn 1-2 ha echu an troiad c'hentan e Bro Saoz gant daou trec'h,ur match rampo hag un drec'hidigezh.Merc'hed eus Bro-Saoz a zeuint e Bro-C'hall e Miz Here 1920 evit c'hoari ur match dirak 53000 sellerien e Goodison Park.

D'ar 5 a viz Kerzu 1921, ar Mell-droad gevredigezh a zifenn Mell- droad gwregel:rak se e vefe krouet gevre gwregel pemp deizh diwezhatoc'h. Memestra eo e Bro-C'hall gant ar Gevread Kevredigezhioù sportel.Bro-C'hall a ver mell- droad gwregel e-maez ar FIFA. Marv ur C'hoarierez,dimezell C.V Richards e-pad ur match e 1926 a grenvaat un difenn-se.

Henri Desgranges(eus keleier L'Auto) a lavare e 1925: »ar merc'hed yaouank a c'hall ober sport etrezo en ul lec'h strizh serret, dizarempredus d'an holl-dud: ya,me zo a-du. Met ma en em ziskouezont e-pad gouelioù gant sellerien tro-dro pe ma redont a-drenv ur volotenn er prad hep mogerioù tev en-dro, se zo un dra dic'houzanvus »

Kampionad mell-droad gwregel Bro-C'hall (gant ar Femina Sport peurgetket ) a echu e 1933. Daoust ma oa renadur Vichy a-du gant ar sportoù merc'hed e tifenn strizh ar mell-droad gwregel e 1941. Ar mell-droad a dremen da bezan »noazus evit ar merc'hed »

Goude an eil brezel-bed an nebeut merc'hed a c'hoari mell-droad c'hoazh met ret e vefe gortoz eil hanter ar bloavezhioù 60 evit gwelout nevezidigezh mell-droad gwregel. E 1969-1970,ar gevreadoù eus Bro-Saoz,Bro C'hall ha Bro Alamagn a anavez ar mell-droad gwregel. Kont a reer 2170 aotreeien er FFF er bloavezioù 70-71 ha goude 4900 ar bloavezhioù da heul. El live broadel e vez aozet ar c'hib kentan e Europa e 1969 gant skipailhoù eus Bro-Saoz,Bro Danemark,Bro-Frans ha Bro Italia. Met ar mell-droad gwregel n'eo ket anavezet evel ur sport ofisiel gant ar FIFA hag ar UEFA:rak-se e vefe ur gevezerezh diofisiel. El live bedel e c'hoarvez ar c'hrib kentan vell-droad ar bed e miz gouere 1970.:ur wech all,e vefe ur gevezerezh »diofisiel ». Goude ur bern aozadurioù e giz-se e tiviz an UEFA(1984) hag ar FIFA aozan kevezerezhed »ofisielo'ch) evel ur c'hib vell-droad gwregel hag ur c'hampionad vell-droad gwregel en Europa

Mell-droad a-vreman[kemmañ]

A-drugarez d'he nevezidigezh er fin ar bloavezhioù 60 e c'halle aozan ar vell-droad gwregel ar memes kevezerezhioù eget ar paotred.Da skouer,kampionerezhioù broadel,gant kluboù ha skipailhoù broadel. En Europa e vefe frammet gant ar gevreadoù broadel met e Stadoù Unanet e vefe posupl a-drugarez d'ar sport- skol ha d'ar skolioù-veur. D'an 23 a viz Even 1972 e vez sinet an »titl IX »:un dra pouezus e oa evit sikour(gant arc'hant) ar sport gwregel er skolioù hag er skolioù-veur er Stadoù Unanet. Ar vell-droad a ra e vad eus ur sikour -se;Met c'hoariet e vefe gant ul live uhel e-barzh un nebeut skolioù-veur nemetken(da skouer North Carolina Tar Heels dreist-holl). Meur a villion c'hoarierezed a zo vakted:gwelout a ra ur skipailh broadel a c'houn div c'hib vell-droad ar bed e 1991 hag e 1999,teir medalenn aour hag ur vedalenn arc'hant e-pad ar bevar tournamant olimpek.(1996 ha 2008). An tournamant olimpek gwragel a ziskouezh ar skipailhoù gwellan,hep oad resis hag a zeu da vezan un emgav pouezhus war an deizhiadur sportel adal 1996.

Europa ha Su-Amerika,ne chom ket dioberiant:divizout a reont ober evel ar paotred.:kevezadegoù broadel gant ul live muioc'h-mui uhel a zo aozet gant ar gevreadoù a genstag ur skipailh gwregel broadel e-barzh o skipailhoù broadel. Norvegia,trec'hour c'hib ar bed 1995 ha div wech kampion european(e 1987 ha 1993) ha Bro- Alamagn,peder wech kampion european eus 1989 betek 1997 gant c'hoarierezed atav niverusoc'h a zo skipailhoù gwellan ar fin XX Kantved. Norvegia a gil goude krak a -drenv broadoù evel Bro-Saoz,Sveden, ha Bro-C'hall en Europa,Brazil e Su-Amerika ha Sina e Asia.E-keit-se,Bro-Alamagn a c'hoari e vestr er bed holl o c'hounit kiboù vell-droad ar bed e 2003 ha e 2007 ha daou anvioù european e 2001 ha 2005.

Ur renkadur ar skipailhoù gwellan vell-droad gwregel a vo embannet gant ar FIFA a-benn peder wech ar bloazh abaoe miz gouere 2003. Ar renkadur-se a zo mestroniet gant ar Stadoù Unanet ha bro Alamagn abaoe meur a-vloaz.

Kevezerezhioù[kemmañ]

C'hoarierezed brudet dec'h hag hiziv[kemmañ]

Notennoù ha Daveoù[kemmañ]

Lennadurezhioù[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.