Mehmed I Giray

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kalgay Mehmed Giray (tu kleiz), gant e dad Mengli Giray hag ar sultan Bayezid II

Mehmed I Giray a oa mab henañ Mengli I Giray ha khan Krimea er XVIvet kantved.

E 1516 e varvas khan khanat Kazan hag e klaskas Mehmed Giray lakaat e vreur Sahib Giray war an tron. Diwar-se e savas jeu etre khanat Krimea ha dugelezh Moskov hag e 1521 e teuas a-benn arme Krimea da lakaat ar seziz war Moskov. Diwar goulenn ar Rusianed e kasas Süleyman ar Meurdezus kannaded da Vehmet Giray o tizaliañ anezhañ da vont pelloc'h. Trec'het e oa Moskov memes tra ha staliet e voe Sahib Giray e penn khanat Kazan ma renas betek 1524.

E 1523 e voe tapet Astrahan gant tatared Krimea. War an distro e voent taget gant Nogayed ha lazhet Mehmed Giray hag e vreur, ar c'halgay Bahadir Giray. E vab, Gazi I Giray a renas war e lerc'h.



En e raok:
Mengli I Giray
Khan Krimea
thum
15151523
War e lerc'h:
Gazi I Giray