Megreleg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur yezh kartvelek eus skourr ar yezhoù zanek eo ar megreleg (megregel: მარგალური ნინა margaluri nina) komzet gant tro-dro da 500.000 den evel yezh kentañ e Samegrelo (Mingrelia) e Jorjia. Komzet e vez ivez, met kalz nebeutoc'h e Abc'hazia.

N'eus yezh unvan ebet ha n'he deus ar yezh statud ofiel ebet e neplec'h. Implijet e vez ar megreleg dre gomz met evit ober dre skrid e vez implijet ar georgeg.

Daou vloc'had rannyezhel pennañ ez eus:

  • Zougdideg-Samourzakanoeg (zugdidi-samurzakanoor)
    • Djvareg (dzhvari)
  • Senakeg (senaki)
    • Martvileg-bandzeg (martvili-bandza)
    • Abacheg (abasha)

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

[1] [2]