Meg Cabot
| Meg Cabot | |
|---|---|
Meg Cabot, 2004 |
|
| Anv ofisiel | Meggin Patricia Cabot |
| Anv pluenn | Patricia Cabot |
| Obererezh | Romantourez |
| Ganedigezh | 1añ a viz C'hwevrer 1967 Bloomington en Indiana |
| Yezh skrivañ | Saozneg |
| Rumm lennegel | Romantoù evit ar grenarded, romantoù karantez |
|
|
|
| Lec'hienn ofisiel | www.megcabot.com/ |
| kemmañ |
|
Meg Cabot zo hec'h anv gwir Meggin Patricia Cabot. Bevet he deus he yaouankiz en Indiana, a-raok mont d'en em staliañ e New York, goude bezañ echuet gant he studioù e Skol-Veur Indiana. Goude bezañ bevet e Kalifornia hag e Frañs, emañ o chom bremañ e Key West, Florida gant he gwaz hag he c'hazh, Henrietta.
Buhezskrid[kemmañ]
Skrivet he deus romantoù evit ar grennarded hag evit an dud deuet. Brudet eo a-douez traoù all evit bezañ skrivet ar rummad Journal ur briñsez. Bet he deus ur pennad bras e-barzh kalz broioù. He romant kentañ, Where Roses Grow Wild (1998) a oa bet embannet dindan an anv-pluenn Patricia Cabot. Da c'houde, he doa implijet anv-pluenn Meg Cabot evit sinañ romantoù all evel Steredenn Jaîpur (e-barzh ar rummad Avanturioù ha Pasion). Romantoù all he deus skrivet, Jenny Caroll o vezañ an harozez anezho. Kalz eus romantoù Meg Cabot zo deuet da vezañ «best-sellers», ha troet int bet e 37 yezh.