Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg

Eus Wikipedia
Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg

(Land Mecklenburg-Vorpommern)

Kastell Schwerin
Lec'hiadur
Ardamez ha banniel
Ardamez Saks-Izel
Ardamez Saks-Izel
Banniel Saks-Izel
Banniel Saks-Izel
Titouroù
Gorread 23 211,05 km²
Poblañs 1 609 601 (2017)
Stankted 69 annezad/km²
Pdk 11,815 md €
Pdk dre annezad 7 382 €
Politikerezh
Ministr-prezidant Manuela Schwesig, SPD
Landtag SPD : 26, CDU : 16, AfD : 13,
Die Linke : 11, BMV : 4, dizalc'h : 1
Lec'hienn ofisiel m-v.de

Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg (alamaneg : Mecklenburg-Vorpommern) a zo unan eus al Länder a ya d'ober Alamagn. Skeiñ a ra war ar Mor Baltel. Da vare rann Alamagn e oa lodenn hanternoz Republik Demokratel Alamagn. Lavaret e vez ivez «Meck-Pomm» en alamaneg. Skol-veur Rostock (krouet e 1419) ha hini Greifswald (krouet e 1456) a zo e-touez re goshañ Europa.

Stank e vez implijet an droienn Pomerania ar C'hornaoueg daoust ma c'haller faziañ, rak implijet e vez ivez da envel Voivodia Pomerania ar C'hornaoueg e Polonia, hag a zo tost ouzh Pomerania diaraok (Vorpommern). Staget e voe memestra ouzh an anv Mecklenburg a oa anv al Land bet divodet gant gouarnamant DDR e 1952, ha rannet e voe e tri distrig : hini Neubrandenburg, hini Schwerin ha hini Rostock.

Rannoù an tiriad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arondisamantoù (Landkreise) ha kêrioù-arondisamantoù (kreisfreie Städte)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg a zo rannet e 12 arondisamant (Landkreise) ha 6 kêr-arondisamant :

12 arondisamant (Landkreise) Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg:

  1. Bad Doberan
  2. Demmin
  3. Güstrow
  4. Ludwigslust
  5. Mecklenburg-Strelitz
  6. Müritz
  1. Nordvorpommern
  2. Nordwestmecklenburg
  3. Ostvorpommern
  4. Parchim
  5. Rügen
  6. Uecker-Randow

6 kêr-arondisamant (kreisfreie Städte) Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg:

Greifswald
  1. Greifswald
  2. Neubrandenburg
  3. Rostock
  4. Schwerin
  5. Stralsund
  6. Wismar

E miz Kerzu 2003 ez eus bet aozet kemmoù a-fet melestradur. Ar c'hemmoù-se a echuas e miz Here 2009, hag al Land a voe rannet e 5 arondisamant.

Kastell Schwerin
Mecklenburg & Pomerania

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Länder Alamagn Banniel Alamagn
Baden-Württemberg |  Bavaria |  Berlin |  Brandenburg |  Bremen |  Hamburg |  Hessen |  Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg |  Nordrhein-Westfalen |  Rheinland-Pfalz |  Saarland |  Saks |  Saks-Anhalt |  Saks-Izel |  Schleswig‑Holstein |  Thüringen


Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.