Max Brod

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Max Brod (Praha, 27 a viz Mae 1884 — Tel Aviv, 20 a viz Kerzu 1968) a oa ur skrivagner ha kazetenner yuzev tchek. E alamaneg e skrive. Ur stourmer sionour oa ivez. Kuitaat a reas Alamagn 1939 hag en em staliañ a reas e Palestina. Brudet eo dreist-holl evit bezañ bet mignon da Franz Kafka, hag evit bezañ lakaet embann e destennoù, rak sevener e destamant e oa.


Brod ha Kafka[kemmañ]

Brod a gejas gant Kafka evit ar wech kentañ d'an 23 a viz Here 1902, pa oant studierien e skol-veur Charlez. Kejañ a rejont goude m'en defe lennet Brod testennoù bet savet gant Arthur Schopenhauer. Adalek ar mare-se en em weljont tost ur wech bemdez, betek ma varvfe Franz Kafka. Alies e voe pedet Kafka e ti tud Brod, hag eno e kejas gant Felice Bauer. Ur wech echu gant e studioù e labouras Brod evit an ti-post. Er memes koulz e krogas da labourat evel buruteller war an arzoù, hag e stagas gant ar skrivañ. Er memes koulz e krogas Franz Kafka da labourat evit ur gompagnunezh asurañs. Asambles gant Felix Weltsch e savjont ur c'hleub anvet "Der enge Prager Kreis". A-hed e vuhez e klaskas Brod frealziñ Franz Kafka, ha bountañ a reas anezhañ da lakaat embann e destennoù. Klask a rejont sevel un oberenn asambles, met ne zeujont ket a-benn. padout a reas o darempred goude eured Brod gant Elsa Taussig e 1913. Pa varvas Franz Kafka e 1924 e voe anvet Brod da sevener e destamant. Mont a reas a-enep da youl Kafka, hag en doa goulennet ma vefe devet holl e skridoù. Ar skridoù kentañ bet kempennet gant Brod a zeuas er-maez etre 1925 ha 1927. E 1930 e teuas er-maez 6 levrenn, enno holl oberennoù Franz Kafka. E 1937 ec'h embannas Brod buhezskrid kentañ Kafka, anvet : Franz Kafka, eine Biographie.

E oberenn[kemmañ]

  • Schloß Nornepygge (1908)
  • Weiberwirtschaft (1913)
  • Über die Schönheit häßlicher Bilder (1913)
  • Die Höhe des Gefühls (1913)
  • Anschauung und Begriff (1913)
  • Tycho Brahes Weg zu Gott (1916)
  • Heidentum, Christentum und Judentum (1922)
  • Reubeni, Fürst der Juden (1925)
  • Zauberreich der Liebe (1930)
  • Biografie von Heinrich Heine (1934)
  • Die Frau, die nicht enttäuscht (1934)
  • Novellen aus Böhmen (1936)
  • Rassentheorie und Judentum (1936)
  • Franz Kafka, eine Biographie (1937)
  • Franz Kafkas Glauben und Lehre (1948)
  • Verzweiflung und Erlösung im Werke Franz Kafkas (1959)
  • Beispiel einer Deutsch-Jüdischen Symbiose (1961)
  • Beinahe ein Vorzugsschüler
  • Die Frau, nach der man sich sehnt
  • Annerl
  • Rebellische Herzen
  • Die verkaufte Braut