Mawddach

Eus Wikipedia
Ar stêr Mawddach e-kichen Pont Aber Ceirw.
Ar stêr Mawddach e-harz Cadair Idris

Ar stêr Mawddach zo ur stêr eus Gwynedd, e hanternoz Kembre, hag a ya da aberiñ en Abermaw. Brudet eo he lezioù e-touez an arzourien abaoe an XVIIIvet kantved.

Red ar stêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eieniñ a ra en norzh da venez Dduallt, e-kreiz torosennad Eryri. Meur a adstêr en deus, kreñv an dour enno. Afon Wnion eo an hini vrasañ anezho.

Goude Dolgellau e stumm ar stêr un aber ledan eus ar c'haerañ, etre uhelennoù Cadair Idris er c'hreisteiz ha re Ardudwy en hanternoz. E penn an aber emañ kêr Abermaw, war ribl Bae Ceredigion. En aber ar stêr Mawddach e veze savet listri betek an XVIIIvet kantved. Ne chom roud ebet eus an obererezh-se hiziv.

Eoged ha dluzhed a c'haller tapout er stêr, hag aour a c'haller kavout e-touez grouan he naoz, daoust ma ne chom ket kalz ken.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.