Maurice Béjart

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Maurice Béjart e 1988

Maurice Béjart, bet ganet Maurice-Jean Bergé, a oa un dañsour ha ur c'horollour gall. Ganet e oa bet d'ar 1 a viz Genver 1927 e Marselha (Bouches-du-Rhône).

Evit enoriñ Molière en doa graet e soñj kemer an anv Béjart, hini Armande Béjart, gwreg an dramaour gall mil vrudet.

Ezel eus Akademiezh c'hall an arzoù-kaer (rann an izili dizalc'h) e oa bet eus 1994 betek e varv.

Broadet suis e 2007 e oa aet da Anaon da 22 a viz Du ar memes bloaz e Lausanne (Suis).