Matthew Gregory Lewis

Eus Wikipedia
Matthew Gregory Lewis, Henry William Pickersgill, 1809

Matthew Gregory Lewis (9 a viz Gouere 1775 e Londrez - 14 a viz Mae 1818) a oa ur skrivagner hag ur c'hoarivaour breizhveuriat. Alies e vez graet "manac'h" anezhañ, rak brudet e voe a-drugarez d'e romant The Monk (Ar manac'h) a skrivas e 1796. Unan eus skrivagnerien luskad al lennegezh c'hotek e voe.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lewis a studias e Westminster School hag e Christ Church, e Oxford gant ar pal dont da vezañ kannad. Kas a reas lod brasañ e amzer vak er broioù estren, ha yezhoù estren a zeskas ivez. E 1794 e voe kaset betek Den Haag, hag eno e labouras evel kargad e kannati Breizh-Veur. Daoust ma chomas eno un nebeud mizioù nemetken, e profias eus ar chomadenn-se evit skrivañ Ambrosio, or the Monk, hag a voe embannet e-pad an hañv. Berzh a reas kerkent, met buan e voe goulennet ma vefe difennet gwerzhañ al levr, abalamour d'ar pezh a oa ennañ. Adembannet e voe, goude m'en defe Lewis tennet pennadoù zo dioutañ. Skrivagnerien all evel Lord Byron pe c'hoazh Markiz Sade a embannas e oan bet plijet-bras gant ar romant. Goude-se e voe dilennet evel kannad Hindon (Wiltshire). Goude un nebeud bloavezhioù e tivizas dilezel ar politikerezh. E 1796 e lakaas embann ur pezh-c'hoari anvet The Castle Spectre. Treiñ a reas ivez Kabale und Liebe (bet skrivet gant Friedrich Schiller), Rolla (1797), ha meur a levr all, trajediennoù hag operaioù en o zouez. Pa varvas e dad e voe pinvidik-mor Lewis hag e 1815 e tivizas mont da veajiñ en Indez-Kornôg, a-benn gweladenniñ domani e dad. Pevar miz e padas ar veaj-se, hag e-pad e skrivas The Journal of a West Indian Proprietor, hag a voe embannet e 1833, goude marv Lewis. E 1817 e tivizas mont betek Jamaika, gant ar pal anavezout buhez ar sklaved, ha klask o sikour. Met re skuizh e oa abalamour d'an hin, ha mervel a reas e-pad an distro d'ar Rouantelezh-Unanet.

E oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • The Monk, (1796)
  • The Castle Spectre, (1796)
  • Rolla, (1797)
  • The Journal of a West Indian Proprietor),(1833)