Mary Jane Watson

Eus Wikipedia
Mary Jane Watson
treset gant Adam Hugues

Mary Jane Watson a zo un dudenn hag a gaver en istorioù Spider-Man. E wreg eo ivez. Krouet eo bet gant Stan Lee ha John Romita. Gwelout a reer anezhi evit ar wech kentañ e-barzh The Amazing Spider-Man(Vol. 1) #42 (miz Du 1966).

Er penn-kentañ e oa bet ijinet a-benn talañ ouzh Gwen Stacy. Pa varv Gwen e chom Mary Jane tost ouzh Peter Parker, hag e krogont da vont e darempred an eil gant egile. E-barzh Amazing Spider-Man (Vol. 1) #257 e lavar da Beter Parker e oar ez eo ivez Spider-Man. Dimeziñ a reont e-barzh Amazing Spider-Man (Vol. 1) Annual #21 (1987).

Kirsten Dunst eo an aktourez a c'hoari perzh Mary Jane er filmoù aozet gant Sam Raimi.