Mary Jane Lamond

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Mary Jane Lamond zo ur ganerez kanadian ganet e 1960 e Kingston en Ontario. Kanañ a ra kanaouennoù kozh eus Enez ar C'hab Breton e gouezeleg Bro-Skos.

Tapet he deus un diplom studioù keltiek eus Skol Veur Saint François-Xavier en Antigonish.

Hi eo a gane Sleepy Maggie war bladenn Ashley MacIsaac, en 1995.

Brudet eo bet ar ganaouenn Horo Ghoid thu Nighean war he fladennig kentañ, tennet eus he fladenn Suas e!.

Skrivañ a ra kanaouennoù evit ar sinema hag ar c’hoariva. Labourat a ra evit ar yezh a gelenn hag a gan enni e-barzh Kuzul Gouezelek Nova Scotia.

E 2005 he deus kemeret perzh er bladenn Voyces United for UNHCR (evit Uhel Gomiseriezh ar Broadoù Unanet evit ar Repuidi), gant ar ganaouenn Mo Mhaeli Bheag Og.

He fladennoù[kemmañ]

  • Bho Thir Nan Craobh (1994)
  • Suas e! (1997)
  • Làn Dùil (1999)
  • Oran Ghàidhlig (2001)
  • Storas (2005)
  • Seinn (2012) gant Wendy MacIsaac

Liamm diavaez[kemmañ]