Marta Hillers

Eus Wikipedia
Marta Hillers
Obererezh deizlevr
Ganedigezh 26 a viz Mae 1911
e Krefeld
Marv 16 a viz Even 2001
e Basel
Yezh skrivañ alamaneg
Oberennoù pennañ
Eine Frau in Berlin


Marta Hillers (26 a viz Mae 1911 e Krefeld -16 a viz Even 2001 e Basel) a oa ur gazetennerez alaman. Er Sorbonne he deus studiet, hag ouzhpenn alamaneg e ouie komz ruseg ha galleg. Beajet he deus kalz en Europa goude he studioù.

Brudet eo evit bezañ skrivet an danevell vuhez anvet Eine Frau in Berlin (Ur vaouez e Berlin). Enni e kont buhez pemdez tud Berlin pa voe aloubet ar gêr gant an Arme Ruz, e dibenn an Eil Brezel-bed. Skrivet he deus al levr-se e stumm un deizlevr, an darvoudoù kontet ennañ a c'hoarvez etre an 20 a viz Ebrel 1945 hag an 22 a viz Even 1945. Ar romant a zo bet savet e stumm ur flm hag embannet e 2008 en Alamagn ha Polonia. Er Stadoù-Unanet Amerika e vez graet A Woman in Berlin anezhañ.