Marsel Blanchard

Eus Wikipedia

Marsel Blanchard, Marcel Blanchard e anv kefridiel, zo ur beleg breizhat. Kemer a ra perzh en Emsav katolik hag e koun Yann-Vari Perrot.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marsel Blanchard o lidañ ar pedennoù war bez Yann-Vari Perrot, e Skrigneg, e 2007

Ganet eo bet e Gourin e 1924 ha beleget e voe e 1947. Da gentañ e voe kelenner e kelenndi Santez-Anna-Gwened. Dont a reas da vout kure e Pondi e 1953[1].

Bet eo person Kistinid e-pad daou-ugent vloaz[2], adalek ar bloavezh 1971.

Marsel Blanchard a grouas Emglev Beleion Breizh e 1971, da vare taolioù an FLB evit ma vefe dieubet ar veleion vreizhat o doa kemeret perzh enno.

E labour en Emsav a vez da virout peadra personel an aotrou Perrot ha kemer perzh en embannadurioù stag ouzh Unvaniezh Koad Kev(UKK). Neuze e viras soutanenn Yann-Vari Perrot e-pad hir amzer ha reiñ a ra e destamant da anavezout da izili an UKK bep bloaz. Labouret en deus gant an Emsav katolik, dreist-holl, da lavarout eo gant Youenn Olier, Marsel Klerg, Maodez Glanndour pe Youenn Kraff. Lidañ a rae ingal an oferennoù graet da Lun Fask evit enoriñ ha kounañ Yann-Vari Perrot ha merzherion iwerzhonat 1916, e Skrigneg.

Harpañ a reas Tiegezh Santez Anna evit he sevel.

Aterset ha fiñvskeudennet eo bet e 2001 evit reiñ e desteni a-zivout ar brezhoneg en Iliz hag en Emsav[3].

Pennadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivet en deus Marsel Blanchard un nebeud pennadoù er gelaouenn Imbourc'h:

  • Niverenn 160 Imbourc'h, Ebrel 1983, "Emziviz gant Marsel Blanchard"
  • Niverenn 214 Imbourc'h, Here 1987, "Kenskriverezh gant Yann Mikael diwar lennadur Deizlevr 1945 Youenn Olier (Kraff, Blanchard, krizder ar Fified), a-berzh Ivon Morvan diwar-benn enkadenn an Iliz, gant Yann Talbot a-zivout Beleion Breizh." (...)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gw. ar pennad gallek er blog Ar Gedour mag : Quistinic, l'abbé Blanchard fête ses 40 ans au service de la paroisse
  2. Gw. Testennoù gallek a-zivout Marcel Blanchard : Paroisse de Quistinic
  3. Brezhoneg, un siècle de breton, Frañs 3, 2001.