Marmouz friek
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Primates | ||||
| Kerentiad : | Cercopithecidae | ||||
| Genad : | Nasalis | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Nasalis larvatus Wurmb, 1787 |
|||||
|
|||||
Ar frieg, pe marmouz friek, pe fri-hir, pe marmouz fri-hir, pe nazik (diwar an anv gallek nasique), (Nasalis larvatus eus e anv skiantel) zo ur marmouz eus Borneo.
Ur fri hir ha gwevn zo dezhañ, hiroc'h d'ar par, pa dap betek dindan e elgezh.
[kemmañ] Doareoù pennañ
War-dro 75 cm eo hirder e gorf ha 65 cm hini e lost. 20 kg eo e bouez.
Glas eo fas ar re vihan ha bihan o fri.
Bevañ a ra ar par gant ur strollad parezed ha re vihan. Difenn a ra anezho o roc'hal, o tiskouez e zent hag o hejañ e galc'h en e sav-sonn.
[kemmañ] Rummatadur
Hervez loenoniourien zo eo ar spesad nemetañ er genad Nasalis. Hervez re all avat emañ Simias concolor er genad-se ivez hag e tap an anv Nasalis concolor neuze.
[kemmañ] Lennadurezh
Ar ger "nazik" a zo bet implijet en albom Tintin : Nij 714 da Sydney.