Marmite

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur podad Marmite saoz

Marmite (distagañ [/ˈmɑːmaɪt/]) a zo anv daou doaz, an eil fardet e Rouantelezh Unanet hag e Suafrika, egile o tont eus Zeland Nevez. Ennañ e kaver goell a vez implijet evit fardañ bier, dereout a ra ouzh an dud ne zebront ket kig. Leun a vitamin B1 eo. Peurliesañ e vez ledet Marmite war un tamm bara-amann.

Ar Marmite saoz a zo un toaz pegus, gell teñval, gant blaz kreñv. Ar blaz-se a zo anv anezhañ el lugan "Love it or hate it." Heñvel eo Marmite ouzh Vegemite (Aostralia) hag ouzh Cenovis (Suis).

Ma'z eo breizhveuriek da vat Marmite e voe krouet un toaz gant ur blaz disheñvel da vat e Zeland Nevez e 1919. An toaz disheñvel-se eo an hini a gaver e Zeland Nevez hag en Aostralia.

War tikedenn ar podoù Marmite saoz e weler ur chidhouarn (marmite, e galleg). Er penn-kentañ e veze gwerzhet Marmite e podoù pri, hag e podoù gwer adalek ar bloavezhioù 1920. Podadoù plastik a gaver ivez abaoe miz Meurzh 2006.

Liammoù diavaez[kemmañ]