Mario Kart DS

Eus Wikipedia

Ur c'hoari redadegoù eo Mario Kart DS.


D'ar 25 a viz Du 2005 e oa deuet er-maez en Europa war Nintendo DS. 5vet tamm an heuliadenn Mario Kart eo.

C'hoari kentañ ar goñsolenn a c'heller kas en-linenn eo, a-drugarez d'ar gevreadenn Nintendo Wi-Fi.


Er c'hoari-mañ e adkaver ul lodenn vat eus tudennoù an heuliadenn Mario (met lod all a zo nevez-flamm). Un diforc'h a-bouez a zo e-keñver Mario Kart: Doubl Dash !! : o-unan eo ar rederien en o c'harr.


Ouzh skramm an nec'h a zo d'an Nintendo DS e weler e dudenn dre ur sell sinema. War skramm an traoñ e weler ur gartenn eus ar redadeg dre ur sell a-us d'ar c'hoarier.


Ur mizvezh goude deroù gwerzh Mario Kart DS e vefe bet prenet 800 000 skouerenn anezhañ hervez Nintendo.


Roll ar redadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • GP Nitro
    • Kib kabell-touseg
    • Kib bleunienn
  • GP Mod kozh
    • Kib Krogen
    • Kib Bananezen


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]