Marilyn Chambers

Eus Wikipedia
Marilyn Chambers
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMarilyn Chambers Kemmañ
Anv ganedigezhMarilyn Ann Briggs Kemmañ
Married nameMarilyn Taylor Kemmañ
Anv-bihanMarilyn Kemmañ
Anv-familhChambers Kemmañ
Deiziad ganedigezh22 Ebr 1952 Kemmañ
Lec'h ganedigezhProvidence Kemmañ
Deiziad ar marv12 Ebr 2009 Kemmañ
Lec'h ar marvSanta Clarita Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvcerebral hemorrhage, Anevrism, aortic aneurysm Kemmañ
TadWilliam Henry Briggs Kemmañ
MammVirginia Richardson Kemmañ
PriedChuck Traynor Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micheraktour pornografek, aktour, model Kemmañ
Bet war ar studi eStaples High School Kemmañ
Deroù ar prantad labour1972 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour2009 Kemmañ
Strollad politikelPersonal Choice Party Kemmañ
Liv an daoulagadglas Kemmañ
Liv ar blevblev melen Kemmañ
Perzhiad eMarilyn Chambers' Private Fantasies 4 Kemmañ
Tachenndance music Kemmañ
Prizioù resevetAVN Hall of Fame Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.marilynchambersxxx.com/ Kemmañ
Marilyn Chambers e 2005

Marilyn Chambers (22 a viz Ebrel 1952 e Westport (Connecticut) - 12 a viz Ebrel 2009 e Los Angeles) a oa un aktourez amerikan. C'hoari a reas dreist-holl e filmoù pornografek.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a reas da vezañ brudet a-drugarez d'he ferzh er film Behind the Green Door (1972). Reuz a savas tro-dro d'ar film, dre ma oa ennañ, hag evit ar wech kentañ, un aktourez wenn oc'h ober karantez gant un aktour du. C'hoari a reas ivez e-barzh ur film pornografek brudet all anvet Insatiable (1980). Ar vaouez kentañ o tapout brud hag o c'hounit he zamm bara a-drugarez d' he ferzhioù e filmoù pornografek e voe. Marilyn Chambers a reas berzh ivez e bed ar sonerezh, gant he fladenn vihan disko anvet Benihana e 1976. E 1977 e c'hoaris rol pennañ ar film Rage gant David Cronenberg. He ferzh nemetañ en ur film nann pornografek e voe. Etre 1975 ha 1985 e voe dimezet gant Chuck Traynor, hag a oa bet gwaz un aktourez filmoù pornografek all, Linda Lovelace hec'h anv. Da vare dilennadegoù prezidant ar Stadoù-Unanet e 2004 e lakaas hec'h anv da vezañ besprezidantez Personal Choice Party. Ezel e oa eus AVN Hall of Fame.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.