Marie von Württemberg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An Dugez Marie von Sachsen-Coburg und Gotha (war-dro 1850) .

Marie von Württemberg zo ur briñsez alaman hag eil pried an dug Ernst Iañ von Sachsen-Coburg-Gotha (1784–1844). Lezvamm Albert von Sachsen-Coburg-Gotha e oa eta, ganet eus pried kentañ an dug.


Merc'h e oa da Alexander Friedrich Karl von Württemberg ha d'e bried Antoinette von Sachsen-Coburg-Saalfeld (1779-1824). He mamm a oa merc'h d'an dug Franz von Sachsen-Coburg-Saalfeld. Nizez e oa d'an impalaerez Maria Fjodorowna.

Dimeziñ a reas e Kerzu 1832 d'hec'h eontr an dug Ernest Iañ, intañv 48 vloaz, ha hi 33 bloaz, rak c'hoar d'an dug e oa he mamm Antoinette.

Bugel ebet n'he doe Marie von Württemberg.