Marie Louise Élisabeth d'Orléans

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Marie Louise Elisabeth de Bourbon-Orléans
Marie Louise Elisabeth de Bourbon-Orléans

Marie Louise Élisabeth d'Orléans (1695-1719), dugez Berry (1710), a oa ur briñsez c'hall, merc'h da Philippe d'Orléans, dug Orléans, a voe rejant.

Dimeziñ a reas e 710 da Charles de France (1686-1714), dug Berry. Intañveziñ a reas e 1714 da 19 vloaz.

Brud fall he devoa abalamour ma eve kalz, ha ma oa anavezet da zoganiñ he fried gant mevelien, hag eñ a rae kemend-all gant he dimezelled. Gourdrouz kas anezhi d'ur gouent a reaz ar gwaz pa glevas e oa dogan, ha mont betek he dornañ dirak an dud.

Teir gwech e wilioudas, da vihanañ, ha mervel a reas ar vugale ez vihan bep tro. Ur bugel all he doe digant ur serc'heg, a voe kaset da leanez.

Tev e oa deuet da vezañ a-hervez met marteze ne oa ket diwar debriñ re(Da sklaeraat). Lesanvet e oa bet "Joufflotte" er c'hanaouennoù goapaus savet diwar he fenn.

Mervel a reas da 24 bloaz. Dougerez e oa adarre. Da fall e oa aet he yec'hed gant he gwilioudoù.