Marie Fikáčková

Eus Wikipedia
Marie Fikáčková
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhTchekoslovakia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMarie Fikáčková Kemmañ
Anv-bihanMarie Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 Gwe 1936 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSušice Kemmañ
Deiziad ar marv13 Ebr 1961 Kemmañ
Lec'h ar marvPraha Kemmañ
Abeg ar marvkrougañ Kemmañ
Kondaonet evitinfanticide Kemmañ
PenaltyKastiz ar marv Kemmañ
Micherklañvdiourezh, lazher a steudad Kemmañ

Marie Fikáčková (9 a viz Gwengolo 1936 e Sušice13 a viz Ebrel 1961) a oa ul lazherez a steudad tchek.

Penn-kentañ he buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fikáčková a gasas he bugaleaj en ur familh ma oa diaesterioù, ha da fall ez eas hec'h eured. Klañvdiourez e oa en ospital Sušice, e rann ar gwiliouderezh.

Muntroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1960 e voe bac'het ha tamallet outi bezañ lazhet ur babig nevez c'hanet. E-pad an enklask ec'h anzavas bezañ lazhet 10 babig all da nebeutañ, abaoe 1957. Skeiñ a rae gant penn ar babiged ha mervel a raent dindan un nebeud eurvezhioù pe un nebeud devezhioù. Ne roas tamm displegadenn ebet d'hec'h emzalc'h. Da-geñver he frosez e voe tamallet daou vuntr outi, peogwir ne oa ket tu da brouiñ ar muntroù kent. Ne oa ket aozet an ospital a-seurt ma vije bet dizoloet ar muntroù, ha dre zegouezh eo e voent dizoloet. Ne voe tamallet penn bras ebet, ha kuzh e chomas an afer e-pad pell.

Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kondaonet e voe Fikáčková da gastiz ar marv ha krouget e voe.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]