Mariano Rajoy

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mariano Rajoy

Mariano Rajoy Brey (ganet d'ar 27 a viz Meurzh 1955) zo ur politikour spagnol, eus ar strollad Partido Popular. Genidik eo eus Santiago de Compostela e Galiza.

Kelenner skol-veur e oa e dad-kozh, hag unan eus ar re a skrivas Statud Emrenerezh Galiza e 1936. Prezidant lez-varn proviñs Pontevedra e voe e dad. Studioù war ar gwir a reas Mariano Rajoy e skol-veur Sant-Jakez (Santiago de Compostela). Kregiñ a reas d'ober politikerezh e 1981, pa'z eas e-barzh ar strollad Alianza Popular (deuet da vezañ Partido Popular, abaoe). Dilennet e voe da gannad e Parlamant Galiza. E 1989 e voe dilennet da gannad e Parlamant Spagn, evit proviñs Pontevedra.

Pa zeuas José María Aznar da vezañ kentañ ministr Spagn e 1996 e voe anvet Mariano Rajoy da vinistr an deskadurezh. E 2001 e teuas da vezañ ministr an aferioù diabarzh.

E votadeg miz Meurzh 2004 evit Parlamant Spagn e oa e penn ar Partido Popular. Koll a reas Rajoy hag ar PP a-enep José Luis Rodríguez Zapatero hag ar Strollad Sokialour. E miz Du 2011 avat eo bet trec'h ar Partido Popular er votadeg evit kannaded Parlamant Spagn, hag emañ Mariano Rajoy da vezañ kentañ ministr Spagn.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all