Marianne von Werefkin
Marianne von Werefkin (rusianeg : Мариамна/Марианна Владимировна Веревкина, 11 a viz Gwengolo 1860 e Toula – 6 a viz C'hwevrer 1938 en Ascona) a oa ul livourez rusian ha suis da vare an eztaolouriezh.
Taolenn |
[kemmañ] He buhez
Marianna Vladimirovna Verëvkina a oa merc'h komandant rejimant Ekaterinburg en Oural. E 1880 e teskas gant al livour Ilya Repine. E 1888 e voe tizhet he dorn dehou gant un tenn e-pad ur chase. E 1892 e kejas ouzh Alexi von Jawlensky. Kejañ a rejont ivez ouzh Helene Neznakomova hag a voe o chom ganto. An tri anezho az eas da veajiñ da Alamagn e 1896. E-pad tost da 10 vloaz e chomas hep livañ. Etre 1905 ha 1906 edo o chom e Frañs.
E 1909 e voe krouet NKVM (Kevredigezh nevez arzourien München) gant Alexi von Jawlensky, Marianne von Werefkin, Vassily Kandinsky ha re all. O diskouezadeg kentañ a voe aozet e diskouezva Thannhauser e München e miz Kerzu 1909. Diwar ar strollad-se e voe savet Der Blaue Reiter e 1912.
E 1907 e krogas da livañ livadurioù eztaolour. Levezonet e voe gant oberennoù Paul Gauguin ha re Louis Anquetin. Pa grogas an Brezel-bed kentañ e tivrojont da Suis : da gentañ da Geneva, ha goude-se da Zurich. E 1918 e tispartijont, hag ez eas Werefkin d'en em staliañ da Ascona. E 1924 e krouas ar strollad arzourien anvet "Großer Bär". Er bloavezhioù da-heul e livas skritelloù. Sikouret e voe a-fet argant gant Carmen ha Diego Hagmann.
[kemmañ] Oberennoù
- Abend in Murnau, 1906/1910
- Herbst (Schule), 1907
- Im Café, 1909
- Tragische Stimmung, 1910
- Schlittschuhläufer, 1911
[kemmañ] Gwerzh
- Styx, gwerzhet d'ar 25 a viz Even 2008 e Christie's, Londrez da £ 337250 (426553 €) [1]