Mariana Joaquina Pereira Coutinho

Eus Wikipedia
Mariana Joaquina Pereira Coutinho
He fried, Miguel de Arriaga Brum da Silveira

Mariana Joaquina Apolónia da Costa de Vilhena Pereira Coutinho, ganet en Arcos de Valdevez e 1748 ha marvet e 1820 en Oeiras, a oa dimezell a enor gant Maria Iañ Portugal, rouanez Portugal, en XVIIIvet kantved. Brudet e oa he c'hened. Lesanvet e oa bet Sereia dos Olhos Verdes, morganez he daoulagad gwer. Savet e veze barzhonegoù da Armânia, anagram hec'h anv Mariana, ha muzenn barzhed lez Portugal e oa. Ur saloñs lennegel a zalc'has ivez.


Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas Mariana Joaquina Apolónia e 1769 gant un den eus Enez Faial, en Açores, Miguel de Arriaga Brum da Silveira, a gemere perzh e kuzul ar rouanez, hag a oa Marc'heg Urzh ar C'hrist.

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas Mariana Joaquina e 1820 e Palácio dos Arriagas, en Oeiras.