Maria Rampendahl

Eus Wikipedia
Maen-koun Maria Rampendahl

Maria Rampendahl (war-dro 1645 e Lemgo1705 e Varel) eo ar vaouez diwezhañ a voe tamallet dezhi bezañ sorserez ha barnet evit se e kontelezh Lippe, en Alamagn, e 1681. Boureviet e voe met ne anzavas ket e oa sorserez. He gwaz ne zilezas ket Maria Rampendahl ha kement-se, gouez dezhi, a roas kalon dezhi. Kondaonet e voe, a-benn ar fin, da vezañ kaset kuit eus ar gêr.

Klask a reas-hi goude-se sevel klemm a-enep kêr Lemgo ha kont Lippe, diral Lez-varn an Impalaeriezh, ha lavaret e oa bet direizh ar varnadenn a-enep dezhi. Met koll a reas he frosez, echuet d'an 30 a viz Here 1682, ha kalz a arc'hant a gollas ar c'houblad en afer-se. Mont a rejont da vevañ da Varel, kêr c'henidik he gwaz, e kontelezh Oldenburg, hag eno e varvas e 1705, d'an oad a 60 vloaz.

Ar vaouez diwezhañ eo a voe barnet evel sorserez e Lemgo. En enor dezhi e voe savet ur maen-koun e 1994 e-kichen iliz Lemgo.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]