Maria Paoletta Buonaparte
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Maria Paoletta Buonaparte (Pauline Bonaparte hervez stumm gallekaet hec'h anv, Pauline Borghese diwar anv he fried), ganet e 1780 , a oa eil merc'h Carlo Buonaparte ha Maria Letizia Ramolino. Brudet eo da vezañ ar goantañ eus c'hoarezed Napoleone Buonaparte, hag an dostañ d'he breur impalaer.
Ganet e oa d'an 20 a viz Here 1780 en Aiacciu, ha marvet d'an 9 a viz Mezheven 1825 e Firenze.
Taolenn |
[kemmañ] He buhez
[kemmañ] He yaouankiz
Ne ouzer ket gwall dra eus he bugaleaj. En 1793 ez eas gant he mamm, evel ar vugale all, war an douar-bras. Meur a baotr yaouank a reas al lez dezhi e kastell Salé en Antibes ma edo an tiegezh o chom goude seziz Toulon :Junot, un ofiser dindan he breur, Stanislas Fréron, un dispac'her hag a zisplije d'ar jeneral Buonaparte. Se zo kaoz, evit lakaat fin d'o darempred, e voe galvet gant he breur da gastell Mombello, e-tal Milano, ma edo eñ o chom evel trec'hour.
[kemmañ] Eured
Dre ma oant deuet da vout Gallaoued e felle da Napoleone gallekaat o anvioù, ha sede penaos e troas Maria Paoletta da Pauline. E 1797 e reas dezhi dimeziñ da Charles Victor Emmanuel Leclerc, unan eus gwellañ jeneraled ar Republik. Un tamm a-raok en doa nac'het dorn he c'hoar ouzh Léonard Duphot, a voe lazhet e Roma e 1797 e-kreiz un emsavadenn. (Div c'hoar yaouank Charles Leclerc a voe dimezet, unan da Louis Nicolas Davout, a vo ur jeneral brudet,hag eben d'ur jeneralFriant). Eured Pauline a vo lidet d'ar 14 a viz Mezheven 1797. Bloaz goude e c'hanas ur mab anvet Dermid, diwar barzhoniezh Ossian, a oa diouzh ar c'hiz ken e oa. Mont a reas gant he fried da Saint-Domingue da vougañ emsavadeg Toussaint Louverture. Daoust da c'halloud he breur hag abalamour da ezvezañs he fried a veze o vrezeliñ amañ hag ahont he devoe Pauline serc'heien diouzh an druilh e Saint-Domingue, gant ofiserien ha soudarded.
[kemmañ] Arz
Lavaret e veze e oa kaerañ maouez hec'h amzer. Brudet eo an delwenn savet dezhi gant ar c'hizeller Antonio Canova, evel Venus Victrix