Maria Hungaria (1505-1558)

Eus Wikipedia
Ur pennad Maria Aostria zo ivez.
Maria Hungaria (1505-1558), poltred gant Jan Cornelisz Vermeyen.

Maria Hungaria pe Maria Aostria (1505-1558), infantez Kastilha, a oa c'hoar d'an impalaer Karl V an Impalaeriezh Santel, ha gouarnerez an Izelvroioù evit he breur.

Merc'h e oa da Fulup Iañ Kastilha ha Janed Kastilha. Dimezet e oa da Loeiz II Hungaria ha dre-se e voe rouanez Bohemia ha Hungaria etre 1522 ha 1526 ; gouarnerez an Izelvroioù spagnol e voe etre 1531 ha 1555.