Maria Giuseppina di Savoia

Eus Wikipedia
Maria Giuseppina di Savoia

Maria Jozefina Savoia, pe Maria Giuseppina di Savoia en italianeg, anavezet e galleg evel Marie-Joséphine de Savoie (1753-1810), a oa merc'h da Vittorio Amedeo III di Savoia ha da Maria Antonietta di Borbone-Spagna.

Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e voe da Loeiz-Stanislas, Kont Provañs, a oa da vezañ ar roue gall Loeiz XVIII. E lez Versailhez e veze graet goap outi ha fae warni dra ma ne oa ket eus ar re goantañ.

Bugel ebet n'he doe. Karantez he buhez e voe he lennerez, an itron Marguerite de Gourbillon. En 1791 e tivrojont da Alamagn, hag e veajjont dre Europa, goude tec'hel rak an Dispac'h gall, en Alamagn hag Europa ar Reter.

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas e 1810, e Hartwell House, e Hartwell, e Buckinghamshire e Bro-Saoz, pemp bloaz eta a-raok na voe roet ar gurunenn d'he fried e 1814.