Maria Francisca de Assis de Bragança

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Maria Francisca de Assis de Bragança (1800-1834)
Maria Francisca de Bragança.

Maria Francisca de Portugal, pe Maria Francisca de Assis de Bragança (Palez Queluz 1800 - Gosport, Hampshire, (Bro-Saoz) 1834), a oa infantez Portugal hag infantez Spagn.

He buhez[kemmañ]

Merc'h e oa da João VI, roue Portugal, ha d'e bried spagnol, Carlota Spagn. Savet e voe e lez Portugal, hag eno ne vezed ket troet gant ar mennozhioù nevez. Pa deuas armeoù gall Napoleon da Bortugal ec'h eas en harlu da Brazil gant he ziegezh.

Spagn[kemmañ]

Dimezet e voe e 1816 d'hec'h eontr Carlos de Borbón (1788-1855), kont Molina, breur da Fernando VII. Klask a reas Carlos kemer kurunenn Spagn goude marv e vreur henañ diwar-goust merc'h Fernando, Isabel II. Tri mab he doe, pa ne oa bugel ebet c'hoazh gant ar roue Fernando, hag eñ bet dimezet teir gwech.

E 1829 e varvas ar rouanez, Maria Josepha von Sachsen (1803–1829), trede pried ar roue, da 26 bloaz. Ne grede ket Maria Francisca ha Carlos e vije addimezet ar roue Fernando goude marv e drede gwreg. Carlos a oa da vezañ roue war-lerc'h e vreur eta peogwir ne oa bugel ebet d'ar roue.

Evel Europa an amzer-se e oa rannet lez Spagn etre div gostezenn bolitikel, ar virourien touet, ha Kont Molina a oa en o fenn, hag ar frankizourien, harpet gant breur yaouankañ ar roue, an infant Francisco de Paula Spagn, ha dreist-holl e bried, ha nizez, Luisa Carlotta, ur vaouez a benn.

Enebourien e oa an daou vreur eta. Trec'h avat e voe an infantez Luisa pa deuas a-benn da lakaat ar roue Fernando, 45 bloaz dezhañ, da zimeziñ d'he c'hoar yaouank Maria Cristina an Div Sikilia (1806-1878), 22 bloaz. Ar c'hiz a oa e ti Bourboned Spagn da zimeziñ etre eontred ha nizezed, rak ne ouied ket neuze petra e oa gwallefedoù ar genwadelezh: aferioù politikel e oa an dimezioù, ha roet e veze an aotreoù ret gant ar pab brokus d'ar briñsed katolik.

Maria Cristina a deuas da vout dougerez. Ar roue a embannas Pragmatica Sanctio ar 1añ a viz Meurzh 1830, ha ganti e voe lakaet fin d'al Lezenn salek, deuet eus Bro-C'hall er XVIIvet kantved, gant ar priñs gall Fulup, deuet da vezañ Felipe V, kentañ roue Bourbon Spagn.

E miz Here e c'hanas ar rouanez ur verc'hig. Ur verc'h all a voe en 1832. Mervel a eure ar roue er bloaz goude, ha Maria Cristina a voe rejantez he merc'h.

He bugale[kemmañ]

Tri mab o doe Maria Francisca hag he fried Carlos de Borbón:


He marv[kemmañ]

Mervel a reas Maria Francisca e 1834, da 34 bloaz, en harlu e Bro-Saoz. Eno e oa he fried, miret outañ da zistreiñ da Spagn. Addimeziñ a reas Don Carlos d'un infantez portugalat all, c'hoar henañ Maria Francisca, Maria Teresa de Bragança, nizez dezhañ ivez enta, hag a oa intañvez .