Maria Bonita (cangaceira)

Eus Wikipedia
Ur pennad Maria Bonita zo ivez.
Maria Gomes de Oliveira, lesanvet Maria Bonita (1936). Ur bistolenn zo ganti war he bruched, ur gourizad kartouchennoù ouzh he skoaz.
Mergodennoù daou eus brudetañ caganceiros Nordeste Maria Bonita ha Lampião.
E 1936 pe 1937

Maria Gomes de Oliveira, lesanvet Maria Bonita (Paulo Afonso, 10 C'hwevrer 1910 pe 8 Meurzh 1911[1]Poço Redundo, 28 Gouere 1938) a oa kompagnunez Virgulino Ferreira da Silva, lesanvet Lampião, cangaceiro e penn ur vandennad laeron e Nordeste Brazil. Hi e oa ar c'hentañ maouez a gemeras perzh en ur vandennad cangaceiros.

E kêriadenn Malhada da Caiçara, hiriv e kumun Paulo Afonso met e Gloria d'an ampoent, e stad Bahia, e voe ganet ha desavet Maria Bonita.

Dimezet e oa da José Nenem, ur c'here, hogen divugel e oant, pa gouezhas e karantez e 1929 gant Virgulino Ferreira da Silva, anavezet evel Rei do Cangaço, "roue ar forbanned".
Tad Virgulino a oa bet lazhet gant ar polis en un emgann e 1919. Dial a glaskas Virgulino neuze, ha diskouez a reas bout kriz. Forbannet e voe, ha dalc'hmat e veze ar boliserien (macacos," marmouzien" a lavare anezhe) war e lerc'h. Ar forbanned (cangaceiros) a laere o armoù pe a brene anezhe e kuzh digant poliserien pe gwarded prevez, ha fuzuilhoù arme (Mauser) ha pistolennoù (Luger) a veze ganto. Ar vandennad, etre un daouzek hag ur c'hant den hervez ar mareadoù, a lamme war gêrioù ha merourioù e seizh Stad Brazil. En em gannañ a raent gant poliserien, lazhañ tud ha chatal, sachañ arc'hant digant an dud, skrapañ tud evit kaout arc'hant digant tiegezhioù, boureviañ, gwallañ.

E 1930 ez eas Maria Bonita gant Lampião hag e vandennad, pa oa ugent vloaz pe dost. Evel ar merc'hed all er vandenn ez ae war varc'h, e wiske ar memes dilhad lêr evel ar wazed cangaceiros (tog, mantell, gouriz-boledoù, sandalennoù, bragoù, da herzel ouzh drein caatinga ar gouelec'h), hag e kemere perzh en o zaolioù, ma veze graet cangaceiras anezho. Evel ar wazed e oant armet mat hag en em gannent alies ouzh ar boliserien armet.

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur verc'h anvet Expedita o doe Maria ha Lampião e 1932. Un toullad cangaceiras a oa erruet er vandenn a-hed ar bloavezhioù, ha Lampião a veze peurvuiañ o skoazellañ pa c'hanent bugale. Ar vugale-se neuze, ha re Lampião ivez, a veze fiziet e kerent pe vignoned, e beleien a-wechoù.

Hervez un toullad testenioù (Daveoù a vank) e vije bet sioulaet ar forbanned meur a wech gant Maria hag ar merc'hed all pa vezent o c'hourdrouz an dud pe o klask sachañ arc'hant diganto gant doareoù kriz.

D'an 28 a viz Gouhere 1938 e voe gwerzhet Lampião hag e goskor gant unan eus o harperien, ha gortozet e voent en ur verouri, hini Angicos e stad Sergipe, gant poliserien armet gant mindrailherezioù. Berr e voe an emgann, lazhet e voe Lampião, Maria Bonita ha 9 all, met 40 anezho a dec'has. Troc'het e voe pennoù ar re lazhet ha kaset da gêr Salvador, kêr-benn Stad Bahia, da vezañ studiet gant skiantourien an ospital ha da vezañ lakaet war ziskouez. N'eo nemet e 1969 e c'hallas diskennidi Lampião ha Maria Bonita kaout ar pennoù hag o beziañ.

Harozez-pobl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo karantezioù Maria Bonita ha Lampião e folklor Brazil, evel re Bonnie ha Clyde e SUA, mesket gant gwad ha gwall.

Dezhi ez eus bet savet meur a levr, a film pe a son, evel ar ganaouenn Acorda Maria Bonita. Un harozez eus al lennegezh-pobl, hag eus al lennegezh cordel eta, eo deuet da vezañ.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (pt) Antônio Amaury Corrêa de Araújo. Lampião - As Mulheres e o Cangaço. San Paulo. Traço Editora. 1984
  • (pt) João de Sousa Lima. A Trajetória Guerreira de Maria Bonita, a Rainha do Cangaço.
  • (en) Chandler, Billy Jaynes (1978). The Bandit King: Lampião of Brazil. Texas A&M University Press, 2000 (ISBN 978-0-89096-194-0)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Tabut zo a-zivout he ganedigezh, rak mammennoù portugalek zo evit an daou zeiziad, da skouer amañ hag amañ.